Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Kest, ur Bildungsroman, etre enklask istorel ha road movie
Skrivet gant Kristian ar Braz, meur a boent a zo heñvel ouzh hini Gege Gwenn : istor ur c'hrennard o tizoleiñ ar vuhez, dre ar pezh a zo erruet e Kreiz Breizh 'pad an eil brezel bed. Met gant Gege eo diazezet e istor war fedoù istorel gwir (pavar baotr eus ar FOuilhez lazhet e Irvilhag), hag hini Kristian Ar Braz diwar un istor faltazi.
Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 26/02/21 21:02
Kest, gant Kristian ar Bras :
Réalisation :
(72 vues)
51818_1.jpg
Kest, ur Bildungsroman

Skrivet gant Kristian ar Braz, meur a boent a zo heñvel ouzh hini Gege Gwenn : istor ur c'hrennard o tizoleiñ ar vuhez, dre ar pezh a zo erruet e Kreiz Breizh 'pad an eil brezel bed. Met gant Gege eo diazezet e istor war fedoù istorel gwir (pavar baotr eus ar FOuilhez lazhet e Irvilhag), hag hini Kristian Ar Braz diwar un istor faltazi.

Gant Kristian e lenner an istor a gont buhez ur c'hrennard a vremañ o c'houlenn groñs digant e dad piv oa e vamm-gozh, ha perak e oa lizhiri en alamaneg e ti Karaez.

Klask istor Breizh, istor ar Vretoned sachet war zu an Alamanted, kolaboed, pe gontañ istor tud e karantez gant paotred ha merc'hed o vevañ ur blanedenn ken kriz hag a echue alies gant bugale goapaet er skol, tud o klask repu e bro Iwerzhon, e Guatemala, o cheñch idantelezh, pe o vervel, kondaonet d'ar marv pe d'an emlazhadeg... Se zo un doare evit al lennerien da adperc'hennañ o istor dezho.

Un nebeut goulennoù hon eus savet digant Kristian ar Braz.

ABP- Kest a zo ur "roman d'apprentissage" evel "E kambr ar stered". Fromet e oa bet al lennerien yaouank gant Kest peogwir e oa planedenn ur c'hrennard evelto. Ha liammoù a zo etre da grennardiezh hag hini haroz Kest ? Evel Hini Gege ?

KaB- Haroz ado, gwir eo, met pezh en deus sachet an dud dreist-holl eo d’am soñj doare « Kest » (justamant) ar romant an istor, etre enklask istorel, road movie ha Bildungsroman.

ABP- Meur a briz 'peus tapet : Priz ar Yaouankiz (Kest), Priz an Danevell Karaez div wech ... Ha raktresoù all a zo war ar stern ?

KaB-Peurechuiñ troidigezh « On the road » gant Jack Kerouac da gentañ, un danevell hag a vo embannet e Al Liamm dizale. Setu tout evit poent.

ABP - Petra a zegas an dastumadegoù Priz ar Yaouankiz (100 levr embannet) ha Priz ar Vugale (50 levr embannet) d'al lennegezh e brezhoneg ?

KaB - Lakaat tud zo da skrivañ, tud ha n’o dije ket graet mod all (evit lod anezho)

ABP- Hag ul lennegezh eo lennegezh evit ar yaouankiz ?

KaB- Hmmmmm… n’eo ket mod-se e sellan ouzh an traoù : pa teu c’hoant din skrivañ un istor e ran. Dre ma rank bezañ skrivet diouzh reolennoù zo e klaskañ doujañ outo, met an istor ne vez ket skrivet a-ratozh evit ar re yaouank. Kentoc’h e klaskan n’em lakaat tamm pe damm e kroc’hen un den (paotr pe blac’h) yaouank, hep kas an dra-se ken pell-se memestra, ha doujañ ar muiañ posupl ouzh gwirvoud an endro (lec’h, amzer…)

ABP - Petra a vank hiziv e Breizh d'ar skrivagnerien ha d'ar skrivagnerezed ? Petra a vefe d'ober ?

KaB- Lakaat an dud da lenn e brezhoneg, hag evit se, skrivañ traoù dedennus, hag evit se, stummañ tud (kas pelloc’h - hag arc’hantaet gwelloc’h) ar pezh loc’het gant FEA, da skouer.

Uhelaat sammad arc’hant ar prizioù, embann nebeutoc’h ha bezañ strishoc’h war kalite ar skridoù.

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 1 commentaires
Kristof vBourdelier Le Lundi 1 mars 2021 11:39
Tro 'meus bet da glevet 'ne'an :) Plijus-tre eo - Trugarez vras deoc'h evit ho pennad-skrid :)
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons