-- Media et Internet --
Publié le 15/12/20 10:24 -- mis à jour le 15/12/20 10:24
Da vare an Nedeleg, e kinnigomp deoc’h ur bochad traoù e brezhoneg, da welet evit netra war Brezhoweb.bzh
Da gomañs, daou film bevaat ‘vit ar familh a-bezh, Nedeleg Dizerc’h ha Redadeg ar fourmaj laezh. Daou film brav-meurbet o tont deus Bro Norvej, da welet betek an 13 a viz Genver.
Nedeleg a dalv ivez tresadennoù-bev nevez war Brezhoweb. Unan ‘vit ar re vihan, Straed ar Zoo, hag unan evit ar re vras, troioù-kaer ar martolod brudet Corto Maltese.
An daou rummad a vo skignet e-pad ur bloaz, rannoù nevez a vo da welet bep sizhun war Brezhoweb, hag evit an Nedeleg ho po dija un nebeud rannoù enlinenn.
Hag ar re n’oaront ket c'hoazh brezhoneg a gavo plijadur war Brehzoweb ivez gant an holl brogrammoù istitlet e galleg, hag ar sonerezh ‘vel just.
- Quelles sont les nouveautés en langue bretonne du mois de mars ? par BREZHOWEB le 01/03/2021
- Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz Meurzh 2021 ? par BREZHOWEB le 01/03/2021
- Made e Breizh : Le « DIY - Fait à la maison » en breton et en s'amusant par BREZHOWEB le 19/02/2021
- Quel avenir pour les maisons d'édition en Bretagne ? par BREZHOWEB le 02/02/2021
- Petra 'zo nevez e brezhoneg e miz C'hwevrer par BREZHOWEB le 01/02/2021
- Un entretien d'1h en breton avec Nolwenn Korbell sous-titré en français par BREZHOWEB le 19/01/2021

Vos commentaires :
Sanset, un den, Jezus e anv, 'zo ganet an deiz-se...Komzet e vo ive deus an afer-se ?
@ Yannig Baron
A'ta Yannig, n'eo ket ur video 'vit displeg orin an Nedeleg, met unan evit lakaat war-wel programmoù nevez Brezhoweb da vare an Nedeleg. Bout 'zo ur programm arall anvet brezhoneg bemdez, lec'h ma vez lakaet ar gaoz war an Nedeleg, hag e-barzh e vez komzet deus ar c'hraou ha deus ar mabig Jezuz.
Da welet amañ :
(voir le site)
Nedeleg laouen deoc'h,