Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/50/50868_1.jpg
Rémi Charbonneau, klasker e skiantoù politikel
- Chronique -
Rémi Carbonneau, komzoù resis hag arguzennet
Klasker e skiantoù politikel, o labourat gant ar Sorabiz hag o chom e Berlin, kinnidig eus Kebeg, setu un den a lak ac'hanomp da welout pelloc'h eget fri ar Vretoned
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 22/08/20 10:22
Remi Charbonneau, islrf 21082020 :

Klasker eo Remi Carbonneau war ar skiantoù politikel, o labourat gant ar Sorabiz hag o chom e Berlin, genidik eus Kebeg, un den a lak ar Vretoned da welout pelloc'h eget beg o fri. E skol-veur ar RPS, e Palez ar C'hendalc'hioù, en Oriant, e kemere perzh.

Un taol mouezh Bro-Gebeg, ur roched karrezennek, ar c'hlipenn rebel hag un doare da gaozeal a ra vat e bed an dud a guzh atav ar gwirionez. Ar paotr a grog gant ar minorelezhioù, ar gerioù gros evel «komunautarism» , met petra eo ? Petra eo ar ger « ingalded » pa vez ken disheñvel statud an dud e Bro-Frañs ? Mont a ra pelloc'h c'hoazh : ret eo diwall ouzh ar sistem e Bro-Alamagn, e Bro-Spagn, er Stadoù-Unanet : ma chom suj ar stadoù dindan ur stad kreiz, ne cheñch ket kement se an darempred suj a zo etre an daou...

Ingalded

Un tañva a vez roet gant e brezegenn : "Ar ger ingalded e Bro-C'hall ? Forzh petra. "Animal Farms" skrivet gant George Orwell eo kentoc'h, kar tud zo a zo "ingaloc'h" eget tud all". Evitañ, evit ma vefe rannet mat ar broioù en Europa, e vefe ret kaout "ur gumuniezh kumunioù" ha ne vefe ket a "gomunautarism". "Petra eo ar gumuniezh vrasañ e Bro-C'hall ? Bro Frañs, n'eo ket ? ". Rannañ ar vro n'eo ket dreistordinal, met sur a-walc'h, evitañ, "an doare gwellañ ivez eo da verañ al liested en ur bed ken diaes eget hon hini". Ur stad ? Un "aberration historique", hervezañ.

A-zivout treuzkas e yezh e lavar Jean Laponce, ur c'hlaskour bro Kebeg (Loi de Babel, 2006) ( piv eo hennezh ?) evit an URSS : "kudenn ebet evit ma vefe ar rusianeg un eil yezh, met morse ar yezh n'he doa da vont e kreiz kalon Rusia". Ret eo skrivañ, sevel ur gevrad evit gallout bout sur e vo graet an traoù, mod-all....( perak ? )

« Skarzhet oa bet eus ar parkoù broadel an dud a veve enno. » eme Remi Carbonneau Pobloù a orin a zo diverket gant Breizh Veur, o tisoñjal ar re a oa a-raok. Broadelouriezh eo, tra ken....

Rein a ra skouerioù o tont eus Kebeg ha Kanada, an doare aloubiñ a oa gant tud Breizh Veur ha Bro-C'hall. Ar pobloù kentañ n'int ket deuet a-benn da gaout gwirioù da vat. Promesoù zo bet, tra ken...

Gant ma vo ur bern tud o kemer hent an emrenerezh gant ur preder ken don…

Voir aussi sur le même sujet : emrenerezh, politikerezh, udb
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 1 commentaires
G Kerouanton Le Samedi 22 août 2020 13:46
Arrabat ankounac'haat eo ar ger "emrenerezh" ("Autonomie") ur ger brein, abaoe ar brezel diwezhañ.
Gwelloc'h implijout "Gouvernement régional " ha ne ra ket aon d'an dud. Ober a ra sirius.
Evidom-ni ivez eo sklaeroc'h ar pal. Me ne ouezan ket petra eo "emrenerezh".
A galon
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 1) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons