Ganet e miz Kerzu 2012 evit kinnig Taol Kurun gant Erik Menneteau, ar chadenn a ya war raok, gant 604 den koumanantet, 45 playlist, ha 1350 video a gont buhez bro Kemperle, hag a bep seurt traoù all.
Penaos ober evit sellout ouzh filmoù e brezhoneg war ar rouedad, emit-hu ? Gant ar re a labour brav, gant tud a vicher evel Brezhoweb, Dizale, Frañs 3, ... eveljust. Met ivez gant tud a youl-vat hag a ra ul labour pemdeziek evit klask silañ un tamm brezhoneg e buhez pemdez an dud, ha muioc'h-mui a dud a lak levrioù lennet (ti ar vro Douar Alre, da skouer, Keit VImp bev...), e bro Leon ar chadenn TAVBK a skign abadennoù, filajoù e brezhoneg, ha mat e vefe kaout ur seurt bajenn gant an holl vammennoù a lak an dud da selaou brezhoneg ar vro, brezhoneg ar vugale, a ziskouez lañs an dud o deus c'hoant da lakaat ar yezh da vout skignet, selaouet, hag a ziskouez e vez graet a bep seurt traoù er vro...
Neuze, klikit, sellit, selaouit, ...
https://www.youtube.com/channel/UCIuJbcreH7MpAy7q8FocU9g
Ar video diwezhañ lakaet en linenn : ul labour graet e gallaoueg, gant skipailh Bazouj, diwar ul levr savet e brezhoneg gant Anthony Heulin, da gentañ, ha troet e gallaoueg gant Marie Chiff'mine, hag a zeuio er maez en gallaoueg, e miz Mae 2020 ! Skignet e vo ar film penn da benn a-benn nebeut...