photos/50/50377_1.jpg
Ordrenañsoù ar mezeg Macron
- Communiqué de presse -
Ordrenañsoù ar mezeg Macron
Ar surentez yec'hedel hepken ? Tabutal a c'hellfemp war danvez ordrenañsoù 'zo, hogen deuet-fall e vije burutelliñ un Erounit evit bezañ kemeret divizoù en difrae, ha pa vefent kamm, lod anezho o vezañ padet a-raok bezañ divizet. Daoust da-se, reizhwiriek eo en em chalañ diwar-benn al liamm eeun gant ar blegenn a enkadenn gleñved-red, da skouer : penaos e c'hello lakaat e bilibann gounidoù sokial 'zo reiñ an tu da enderc'hel skignadur ar viruz ? (Ordrenañs n° 2020-323 ar 25 Meurzh, Testenn n°52 ar JORF(1). Kalz grevusoc'h eo an ordrenañs-se a zigor un heskinaderezh d'hor frankizoù en ur oc'h ober ur gwir boest Pandora evidomp-ni holl, testenn n°45 ar JORF2 : evit hor surentez, e laka e pleustr ar Stad c'hall pevar frosezadur melestradurel a-benn aesaat staliadurioù ar c'hehenterezhioù elektronek !?
Par Dael Breizh pour Parlement de Bretagne - Dael Breizh le 25/04/20 5:45

Kemennadenn n° 2020.04-04 an 24 Ebrel 2020

Ar prantad diaes a dreuzomp en deus rediet an Erounit gall da gemer divizoù e-sell da stourm ouzh ar c'hleñved-red Covid-19. Evel-se, sevenedigezh al lezenn-difraeañ a aotre da ober dre ordrenañsoù ; abaoe an enkaeadur klok divizet ar 17 Meurzh diwezhañ e tegouezh an ordrenañsoù kentañ, kement darbar a zo kemeret evit surentez pep hini, an ordrenañsoù kentañ a vez embannet war Kazetenn Ofisiel gall ar 26 meurzh 2020.

Ar surentez yec'hedel hepken ?

Tabutal a c'hellfemp war danvez ordrenañsoù 'zo, hogen deuet-fall e vije burutelliñ un Erounit evit bezañ kemeret divizoù en difrae, ha pa vefent kamm, lod anezho o vezañ padet a-raok bezañ divizet. Daoust da-se, reizhwiriek eo en em chalañ diwar-benn al liamm eeun gant ar blegenn a enkadenn gleñved-red, da skouer : penaos e c'hello lakaat e bilibann gounidoù sokial 'zo reiñ an tu da enderc'hel skignadur ar viruz ? (Ordrenañs n° 2020-323 ar 25 Meurzh, Testenn n°52 ar JORF(1).

Kalz grevusoc'h eo an ordrenañs-se a zigor un heskinaderezh d'hor frankizoù en ur oc'h ober ur gwir boest Pandora evidomp-ni holl, testenn n°45 ar JORF(2) : evit hor surentez, e laka e pleustr ar Stad c'hall pevar frosezadur melestradurel a-benn aesaat staliadurioù ar c'hehenterezhioù elektronek !?

Ni, parlamantourien vreizhat, bodet hiziv,

A vurutell,

An heskinerezh don d'hor surentez yec'hedel a zo staliadur ar stignoù bihan plantet e-barzh hon endro (ha ne soñj ket deomp e servijfent da skignañ brezhoneg), o niver a vo hep mar dekkementet (e-keñver ar stignoù kempred staliet evit an 3G hag ar 4G) en anv goloadur hon tiriad dindan ar rouedad 5G (ur skouer arload a vo : ar c'hirri-tan hep blenier), a c'heller tabutal start war ar bouezusted anezhañ evit ar boblañs.

Piv a garfe hol lakaat da grediñ e teu an dilamadur frankiz-se diwar un emguzuliata gant ar Poellgor a vod reuziadoniourien (epidemiologourien), viruzionourien ha mezeien ?

Un dra eo e vefe disoñjet gant Pariz ar c'hontrollerezh sevenet betek-henn gant e Ajañs broadel ar stankterioù ; hogen un dra all eo disoñjal pep pennstur evezhiañ evit a sell ouzh doujañs an talvoudegezhioù a vir ar geodedourien da vezañ dreisteztaolet ouzh ar skinoù elektromagnetek : sellout a ra ouzhimp-ni da gentañ-penn hag hor yec'hed eo !

Soñjal a ra deomp

Ouzhpenn d'an dañjer nested gant ar stignoù-se hag hor yec'hed, ar roll anezho a dalvezo da skignañ kalz traoù nemet brezhoneg, ha gwashoc'h 'zo, ganto e vo tu gouzout ha douarlec'hiañ gwelloc'h c'hoazh ar re n'int ket a-du ervat gant ar galloud kreiz,

An ordrenañs-se a dizh hor yec'hed fizikel hag a heskin ar sevenadur demokratel.

A-du-rall, e vurutellomp

Al lakadur en arvar eus hor poblañs, atebeget gant an divizoù-se o tibab traoù 'zo a-raok traoù all, pa 'z eus kaoz eus dañjerioù yec'hedel liammet gant ur c'hleñved-red, dibaboù atebeget gant poelloù armerzhel.

Splann eo n'o deus ket gallet raktresañ ar gouarnamantoù gall ar c'hleñved-red-se, prouet o deus ouzhpenn e oa evito an armerzh pouezusoc'h eget kraf ar yec'hedouriezh abaoe pell. Testeniet eo ne oa ket ar sistem yec'hedel gall peurvat tamm ebet !

En amva armerzhel a-vremañ, e hañval deomp dibardonus en dije an Erounit gall kempred graet fae war e zarbaroù rakenskrivet en e lezenn dezhañ diwar-benn an Evezhiañ yec'hedel, da gentañ-penn gant ar redi a zo da wiriekaat pep bloaz ar voniad produioù dediet d'ar riskloù kleñved-red (maskloù, dilhadoù-diwall, manegoù, produioù douralkoolek, vaksinoù).

Abeg-bezañ un ospital (pe ur greizenn bareañ) a zo pareañ ar boblañs ha neket respont hepken d'ur poell armerzhel !

E tamallomp

Ar Stad c'hall a zifurnez hag a zivarregezh evit ober war-dro ar c'hleñved-red.

Nag ar skiant-prenet, nag ar steuñvoù Diwall he deus enframmet, na muioc'h ar splet-se a garje bezañ bet arsellerezh ur c'hleñved-red diwanet pell diouzh he harzoù, n'o deus gallet kemer perzh er stourm a-enep an arnod a vevomp hiziv.

Paneve krouidigezh ur poellgor skiantourien arbennik he deus ar Stad kemeret kuzul diganto kent kemer he diviz – Poellgor a statudas gant poan diwar-benn perzhioù ar viruz nevez-se – ez eo bet disoñjet titouroù, nevez, gwir eo ; mererezh enkadenn ar c'hleñved-red-se er broioù all en dije gallet talvezout deomp ha ni d'ober heñvel evelto.

Hag e tiskuliomp gant nerzh ha startijenn,

An taol marvus-se darc'haouet d'an Demokratelezh a zo al laeroñsi nevez-hont eus hor frankizoù hiniennel en amboaz d'ur frankiz roet da ardivinkoù pellgehentiñ.

D'ar frankiz dezroet da oberoù armerzhel emañ staget nac'hadur dilennidi eus ar bobl, pa ne vo ket an ardivinkoù-se rediet da gelaouiñ Maered ar c'humunioù diwar-benn an niver hag al lec'h ma vo staliet ar stignoù-kehentiñ-se a zeuio d'en em veskañ en dremmvro kêriat ha plouezat.

Er Republik C'hall-se, ma 'z eo diwallerezh o c'hoskor unan eus gourbrientoù ar Vaered, an destenn n°45 a dest ez eo dlead ar Maer sujet da youl Pariz. Daniell Cueff, Maer Langoued (bro Roazhon), a c'hall bezañ test, dre m'en doa embannet ar mellad kentañ o verziñ implij ar glifozatoù en e gumun hag ar Vaered all d'e heuliañ. Ar Republik-se a saotr ster an demokratelezh e-unan !

Ni, parlamantourien vreizhat dilennet ent-demokratel,

A zegas da soñj d'ar Bobl vreton

He doa enebet feuls ha gant gwir abeg ouzh plantadur ar c'hreizennoù nukleel (adal 1974) – un amzer ha na c'hall bezañ anavezet gant ar re a zo dindan 50 bloaz – ha berzh he doa graet, hogen n'emañ ket c'hoazh e goudor klok pa c'hellfe skinoù ur gwallzarvoud nukeel goulakaet bennak a darzhfe en ur vro estren. Da-neuze : dleout a rafe c'hoazh akordiñ he fiziañs da Bariz evit bezañ diwallet diouzh an nukleel ? Ha diogel eo ar Bobl vreton da gaout kapsulennoù iod niverus a-walc'h?

Niver an darbarioù dibarek kemeret en anv an difrae a c'hall tremen er gwir boas. Ho pezit soñj eus ar re kemeret dindan Prezidantelezh François Hollande(3) (2015 ha 2016) en anv ar stourm enep-sponterezh : lod anezho a zo chomet e pleustr !

Ar speredegezh kalvezadel hag an niverek, ma tiskoulmont kudennoù 'zo, emaint o vont ivez da grouiñ re all. Eus krouidigezh an dinamit da zizoloidigezh an dazgweredusted (ar reaktivite), n'eus nemet ar vuhezegezh hag ar furnez a c'hall bevenniñ ha bihanaat ar riskloù kudennoù bras. Petra eo bevennoù an implij a vo graet warc'hoazh eus an diferadennoù a-vremañ embannet evel amzerel, ha piv a raio war o zro ?

Ar berniadur galloudoù etre daouarn un niver bihan tre a zo un dañjer evit pep hini ! Arc'hantaouiñ an imbourc'herezh, an diorreadur a zeu gwitibunan diwar tud anavezet mat, tud tost kenañ ouzh dibaberien bolitikel. Hogen, ha n'eo ket skiant-faltazi, an teknologiezhioù a-vremañ a ro an tu da ebarzhiñ er vaksinoù ur stignad krugañ. An tatouajoù munud-se a vo lavaret hollret evit hor yec'hed hogen ivez evidomp d'en em zilec'hiañ. E pep amzer, ur gouarnamant a ouio ar pezh emaomp oc'h ober...

E-barzh hor mennad bonreizhel treset evit Breizh warc'hoazh e talvezo an demokratelezh vreton kement hag ar bobl vreton en he holl renkadoù o kemer perzh enni,

En aozadur tiriadel a soñjomp enni, e vo doujet ouzh pep dibarded a zo stag ouzh pep korn-bro eus Breizh, interestoù an dud a c'hallo bezañ douget ha difennet a-drugarez d'ar gwladoù ha d'ar c'hevrennoù. Ur Vreizh emren o vont en-dro dre ur pennstur federal he dije roet tro, pergen, da gemer divizoù diouzhtu-dak, a vent gant al lec'helouriezh, hag he dije graet ur respont dezhañ muioc'h a surentez a-benn mirout ouzh skignerezh ar viruz en un tu, hag evit asuriñ un diwallerezh yec'hedouriezhel en un tu all.

Hag e kemennomp

Diwar-benn gevier ar Stad c'hall evit kuzhat mankoù, troidelloù en divizadennoù hag en darbarioù kemeret adalek bremañ en amboaz da adsevel an armerzh gall. Bezañ war evezh n'eo ket mui a-walc'h, poent eo enebiñ start !

"Bez' e vezo un a-raok hag ur goude Covis-19" o deus lezet da vezañ klevet seulabred tudennoù politikel 'zo. A-benn aesaat hollad an darbarioù a bado c'hoazh war-lerc'h an "dienkaeadur" e Bro-C'hall hag e Breizh, kuit da heskinañ hor frankizoù e-doug ur prantad padus, e istimomp-ni ez eo dizonest an disklêriadennoù o tont eus tud a zo diwar ar vedelidigezh nevezfrankizelouriel.

"C'hwi eo atebeien ho surentez deoc'h !"

Ar vouezh vihan-se a glevomp holl, er meziennoù pe en treuzdougoù boutin a zo ken gwir ma 'z eo tremen poent kemer war hor choug kalz divizoù, setu petra eo hon tonkadur mar fell deoc'h c'hoazh bevañ dishual !

Da-neuze, e istimomp

Ne c'hell ket mad ur boblañs bezañ difennet ervat nemet pa vez douget ha kontrollet gant ar Bobl hec'h-unan,

Evit gwarantiñ madoù boutin ur Bobl, ne c'hall Stad ebet arouestlañ (ipotekiñ) e Souverended oc'h en em lakaat en ur blegenn a sujidigezh armerzhel, pa vez kaoz eus madoù dav d'an diwall yec'hedel pergen,

Hag e embannomp

E rank bezañ an Den, e pep amzer, pouezusoc'h eget an urzhaz armerzhel, koulz hag e tle an Den kemer e kont diwallerezh ha redioù an endro evit pep diviz kemeret gantañ.

E tegasomp da soñj d'ar Stad c'hall

Emañ pep diviz kemeret gant Pariz o vont a-enep ar Gwir etrebroadel, dre ma laer gwirioù ar Vroad vreton hag he Fobl, gwirioù douget gant ar feur-emglev nemetañ o talvezout kreñv da lezenn etre Breizh ha Bro-C'hall : Feur-emglev Genver 1498(4).

Hag e pedomp anezhi da

En em lakaat a-du gant ar steuñvoù Evezhiañ ha Diwall he deus enframmet hec'h-unan ; seul bouezusoc'h eo da geñver saotradur an aer pergen, rak an debarzadurioù a-vremañ a chom pell diouzh an doareoù dav, da skouer, enkaeadur ar vugale er savadurioù skol : m'emañ raktreset gant ar steuñv kement golc'hedoù tommus ha maskloù ha niver ar vugale, pet skol n'o deus da zebarzhadur nemet ur golc'hed ?

En em zizober eus ar c'hiriegezhioù n'eo ket gouest da asumiñ, o lezel hor bro Breizh da gemer an darbarioù a vo mat dezhi, evit interestoù hor poblañs nemetken.

Awenet mat e vije ma kroufe un Ministrerezh an Demokratelezh, ma 'z eo he youl wirion reiñ ar galloud d'ar Bobl, eviti ha drezi.

Unanet Evit Breizh

___________________________

1- Ordrenañs n° 2020-323 ar 25 Meurzh 2020, TESTENN n°52 ar JORF, o tegas darbarioù difraeañ diwar-benn ar vakañsoù paeet, padelezh al labour hag an deizioù diskuizh.

NOR: MTRT2008162R

ELI:

2- Ordrenañs n° 2020-320 ar 25 Meurzh 2020, TESTENN n°45 du JORF, a-zivout azasadur an termenoù hag ar proseadurioù a c'heller dezreiñ da blantadur pe kemmadur ur staliadur kehenterezh elektronek a-benn asuriñ mont en-dro ar servijoù hag ar rouedadoù kehentiñ elektronek.

NOR: ECOX2008260R

ELI:https://www.legifrance.gouv.fr/eli/ordonnance/2020/3/25/ECOX2008260R/jo/texte

3- Lezenn Titouriñ 2015 ha lezenn enepsponterezh 2016.

4- 1498: Traité de souveraineté

https://idbzh.wordpress.com/2016/11/17/breizh-traite-de-souverainete-1498-pdf/

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons