A-drugarez da Gemperle Kumuniezh, ha da aktourien Ti ar Vro, gant skoazell Kuzul Meur Penn ar Bed oa bet kroueet ar chadenn Tro Dro Dit.
Simpl eo : klikit war You Tube, war lerc'h war Tro Dro Dit ha goude, gallout a rit lakaat an iztitladur e galleg pe e brezhoneg. Dre ma vez graet pep tra a youl-vat bremañ, 'wechoù ,n'eo ket echuet penn da benn al labour.
16 kumun, 16 doare da breg brezhoneg, setu perak e vez kavet 16 playlist gant brezhoneg bro Gwened An Arhanaou, brezhoneg Kloar ha Rieg, gant brezhoneg Skaer eo un tammig aesoc'h da gompren, met digarez ebet evit chom hep kompren ho amezeien bremañ !
Klasket e vo brudañ ur video ur wech an amzer war an ABP evit lakaat 'noc'h da selaou, da gompren ha da breg muioc'h-mui !