Rediet oc'h chom er gêr gant ar vugale er sizhunvezhioù da zont ? Chomit sioul, Brezhoweb a ginnig deoc'h kantadoù a eurvezhioù e brezhoneg evit ar re vihan hag ar re vras.
Tresadennoù-bev e brezhoneg evel-just, met ivez C'hoarioù, mojennoù, heuliadennoù, magzinoù, programmoù pedagogel... Digoust eo, posubl eo sellout ouzh ar programmoù war lec'hienn Brezhoweb, hag e vezent istitlet e brezhoneg pe/hag e galleg hervez ar programmoù.
Tresadennoù-bev (adalek 3 bloaz)
- Les P'tites poules
- Lucky Luke
C'hoarioù tele (adalek 5 bloaz)
- Foeterien e Rusia (istitlet e galleg, hag e brezhoneg evit ar prantadoù saoznek)
- Tri Zraig , ar c'hoari evit ha gant ar vugale
- C'hoari ha Deskiñ , evit c'hoari ha deskiñ e brezhoneg
Mojennoù, kontadennoù ha marvailhoù arall (adalek 3 bloaz)
- Mojennoù (istitlet e brezhoneg)
- Sketchoù, kontadennoù, troioù-hud...
Programmoù pedagogel (adalek 5 bloaz)
- Brezhoneg Bemdez , un tañva d'ar brezhoneg (e galleg)
- Troioù Lavar , Troioù-lavar brezhonek evit ober anaoudegezh gant spered ar brezhoneg ha pinvidikaat hor yezh
- Ar Brezhoneg a gan , Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
- Gwir Vretoned , Graet o stal d’ar c’hozh kaozioù war Breizh (istitlet e galleg)
Magazinoù (adalek 7 vloaz)
- Tuto Breizh , ober anaoudegezh gant Breizh (istitlet e galleg)
- 4/13 munud e Breizh , ur gelaouenn e brezhoneg (istitlet e galleg hag e brezhoneg)
- War an ton bras , Istorioù bihan ar sonerezh meur e Breizh
- Skrivagnerien , ober anaoudegezh gant skrivagnerien Breizh
- War-zu Amerika ar Su , un tañva deus livioù broioù Amerika ar Su
- Pennad Kaoz , un atersadenn don ha fonnus gant un den deus ar vro (istitlet e brezhoneg)
Heuliadennoù tele (adalek 8 vloaz)
- Ene(z) , un heuliadenn nevez o tont deus Bro-Skos (istitlet e galleg)
- Ken tuch' , ar sitcom farsusañ bet skrivet ha filmet e brezhoneg (istitlet e galleg)
- Saga Brittia , ur serienn farsus evit dizoleiñ istor Breizh gant ar re o deus bevet an istor (istitlet e galleg)