photos/50/50062_1.jpg
Keginañ e brezhoneg
- Présentation de livre -
Best of Breizh ! e brezhoneg gant Nathalie Beauvais
Evit ar wech kentañ, e c’hello ar vrezhonegerien ober o mad eus rekipeoù Nathalie Beauvais en ur ober gant yezh o c’halon, a-drugarez d’al levr kaer-tre se, a zo strollet ennañ 80 rekipe ar gegin breizhat n’haller tremen hebioù
Par Marie Anne Page pour ABP le 20/02/20 16:59

Evit ar wech kentañ, e c’hello ar vrezhonegerien ober o mad eus rekipeoù Nathalie Beauvais en ur ober gant yezh o c’halon, a-drugarez d’al levr kaer-tre se, a zo strollet ennañ 80 rekipe ar gegin breizhat n’haller tremen hebioù (172 pajenn).

Lusket eo bet ar chanter-se gant Strollad Labour Brezhoneg Produet e Breizh, a-gevret gant embannadurioù Coop Breizh.

Kemeret e vo tro eus hon emgav evit diskouez deoc’h disoc’h raktres Best of Breizh e brezhoneg hag oberoù Produet e Breizh evit diorren ar brezhoneg.

Anduilh giz ar Gemene

Rencontre de Malo Bouëssel du Bourg, directeur de l’association Produit en Bretagne.

Goude an taol-kalon 2013, petra en deus broudet ac’hanoc’h da dreiñ an destenn-mañ ?

MBdB : N'eo ket deuet al loc’hañ eus ar Priz Pik Kalon bet roet d’al levr e 2013 tre-ha-tre. Deuet e oa din ar mennozh treiñ levr diwezhañ Nathalie Beauvais e brezhoneg daou pe tri bloaz zo. Ha ne oa ket hemañ. Nathalie hag Arnaud eo o deus lavaret din, gant gwir abeg, e vefe poellekoc’h dibab Best of Breizh, dre natur ar rekipeoù lakaet war wel diouzh un tu (eus rekipeoù breizhek n’haller ket tremen hebioù ez eus anv), ha diouzh un tu all dre m’en doa resevet al levr-se Priz Pik kalon Produet e Breizh. Gant se en doa al levr ul liamm kreñv gant Produet e Breizh. Alese ur reizwiriegegezh doubl. Nathalie hag Arnaud, gant brokusted vras evit ar brezhoneg, o deus profet ar gwirioù deomp evit ur bennozh Doue.

ABP : Ul levr rekipeoù Breizh… e brezhoneg. Peseurt talvoudegezh evidoc’h hag evit ho kevredigezh ?

MBdB : Bep bloaz e vez kaset da benn ur raktres evit diorren plas ar brezhoneg er vuhez ekonomikel ha sevenadurel gant Produet e Breizh. Rankout a ra ar yezh en em ziskouez er-maez eus ar skol. Adpec’hennañ ar yezh a dalvezh kement ha kemer perzh er vuhez foran e brezhoneg, ent-laouen, dre ar c’hoari, dre ar c’hrouiñ, dre ar blijadur. Deskiñ en ur ebatal, gwelloc’h pedagogiezh ne ve ket kavet ! Goût a ouzon ez eus strolladoù keginañ e kevridigezhioù lec’hel zo. Met ne oa benveg a-feson ebet en o c’herz betek-henn. Ul levr hag a rafe enor d’hor gastronomiezh koulz ha d’hor yezh. Graet eo gant Best of Breizh e brezhoneg. Ul levr hollgaer eo, ha savet mat. A zo gwelloc’h, ne vo ket diaes d’an dud ober gantañ. Oberenn ur benngeginourez eo hag a oar treuskas an hengoun en ur zegas ur sell a-vremañ war hor gastronomiezh. Gant Arnaud e vez kinniget kuzulioù prizius ar gwinoniour. Nathalie hag Arnaud zo anezho daou zen tomm o c’halon. Se a vez santet a-dreuz lenn, gant niver al luc’hskeudennoù ma weler bugale ha krennarded warno paneveken.

Evit Produet e Breizh e voe un avantur hag un enor.

Rak embann ul levr eus ar seurt-se a dalvez kalz labour. Ret eo kavout un troer barrek (Drian Bernier), un embanner, un mouller… Fier omp da gemer perzh e diorren ar brezhoneg war bep tachenn. Staliet eo Nathalie hag Arnaud e Breizh. Al levr a zo bet embannet gant Coop Breizh e Spezet, ha moullet gant aked bras gant OuestElio war porzh Brest. An daou embregerezh diwezhañ-se a zo ezel eus Produet e Breizh hag ezel eus hor Strollad labour Brezhoneg. Pep hini ac’hanomp, en avantur-se, en deus degaset e lod ha graet e seizh gwellañ. Best of Breizh e brezhoneg a zo bet ijinet, skrivet, troet, adlennet, skeudennaouet, maketennet, embannet, moullet, pleustret ha lipouzet amañ e Breizh… Evit ar pleustriñ hag al lipouzañ, emichañs e veajo al levr tro-dro d’ar voull-douar, evel just, rak « dre gement lec’h ma tremen an heol e tremen ur Breizhat » , diouzh a lavare Katrina Siena… N’eus tamm douetañs ebet da gaout, m’he dije klevet anv eus Best of Breizh e brezhoneg, he dije graet un tamm distro evit dont da c’hourc’hemenniñ Nathalie hag Arnaud en o Liorzh lipous en Oriant !

A wir galon

Malo

« Best of Breizh ! e brezhhoneg »

Nathalie Beauvais/ 176 pages/ 25 €

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 6) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons