-- Culture --

50 vloaz zo: Kammedoù kentañ war al Loar
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (31 photos)

50 vloaz zo rik e z’ae mab-den war al Loar. Evit ar wech-kentañ ! Ma vijec’h bet ganet, ho peus soñj, kredapl braz, eus al lec’h e vezec’h en eur-mañ! Dirak ar post-braz, pe dirak ar post-bihan d’an nebeutañ?

Loarell rusiek Spoutnik e 1957, a-us da Vreizh

.

Me m’eus soñj eus ar loarell gentañ – « Spoutnik » hec’h añv – gwelet war-eeun war volz zu-sac’h, a-us da Vreizh e miz Here 1957. Rak ne oa ket a c’houmoul a-us d’am fenn, en noz-mañ.

Apollo XI e 1969: dre un diviz politikel (Kennedy) hag ur skiantour alaman dispar (Von Braun)

.

Mes evit Apollo XI, n’am eus gwelet tra ebet ouzh ar skinwell, dre ma oan o veajiñ e kalon bro Alamagn ma oa deuet deusouti , e dibenn an eil brezel-bed, ar pennoù braz, an ijinourien barrekañ, treset ha savet gante fuzeennoù an avañtur-mañ (Werner von Braun hag e skipailh evit Amerika diouzh un tu, skipailh Korolev evit Rusia diouzh un tu all). Berrig-berr, tro-dro din, n’e oa skinwell ebet ! Pa soñjan, e chom keuz ganin betek henn…

Gweladenniñ kab Kennedy

.

Setu perak, a c’helllit krediñ, on bet plijet braz kalz diwezatoc’h gwelout toud ar bitrakoù-se e kreizenn Kab Kennedy (Kennedy Space Center) – gwelet e-touez fotoioù ar pennad-mañ)-. Eno, selaou ouzh unan bennak – ha pa vefe un ijinour war e leve – kaozeal diwar-benn ar mare-mañ a zo un doare d’en em gavout tost-tre diouzh an darvoudoù istorel-se!

Diwar ar pleustradeg hervez un astraer eus an NASA

.

Evit gwir, tro m’eus bet ivez, un ugent vloaz bennak zo, da selaou ouzh un astraer deus an NASA, e bro-C’hall. En ur sal leun chouk e oa aketus-aketus an dud ouzh e selaou, ken ma oa ispisial-kaer an aergelc’h. Hemañ en deus lâret un dra ha n’am eus ket ankounac’het. Tri damm skiant-prennet zo evit pleustradeg un astraer. Da lâret eo, pleustriñ:

. e-barzh ur poull-neuial

. e-bourzh ur c’harr-nij ispisial e nij (G-zero, d.l.e kaout un teñva eus an dibounnerder e-pad ur prantadig bihan)

. e-barzh ur mekanik digreizus («centrifugeuse», e galleg), ur seurt rod braz hag a dro buan a-walc’h

Sell’ta! Ret eo d’an den kenstagañ an tri damm-se a skiant-prennet. Ouzhpenn-se eo bezañ e-bourzh un egor-lestr (lec’h n’eus pounnerder ebet) pe d’an egor (prantadoù er-maez) ! Un dra ha na c’heller kenveriañ ouzh tra all ebet, un dra nevez mik eo !l

Kennedy d'ar 25vet a viz mae 1961 : « We choose to go to the Moon ».

.

Distroomp da vare ar Prezidant «Kennedy » (un añv iwerzhonat, a zo tost outañ ar brezhoneg « Quenerc’hdu/ Kenerc’h Du », keta ?). «we choose to go to the Moon. / Choajet hon eus mont betek al Loar, n’eo ket dre ma’z eo aes mes rak ez eo diaes! »

A-raok fin an dekvloaziad. A-raok en doa goulennet digant Werner von Braun pevare e vefe posubl tizhout Al Loar (ha distreiñ, anat deoc’h). Respontet e noa von Braun: 1968! Ne oak et Kennedy ur penn foll. Prederiet en doa, douetañs en deus bet, ha divizout ha goulenn digant an Amerikaned pediñ evit ar raktres-se….

Kroget eo bet gant ar program « Mercury» (un den), ar program «Gemini» (daou zen, fuseenn 30 m a uhelded, 154 ton he fouez) war-e-lerc’h, hag ar program «Apollo» (tri den, fuseenn 110 m hec'h uhelded, 3000 ton he fouez) war-e-lerc’h c’hoazh.

N’eo ket bet hep skoilhoù, an hini gwashañ o vezañ maro tri astraer e tan- gwall Apollo1 (White, Grissom, Chaffee). Diouzh-tu ar rusianed ez eus bet ur c’hosmonaot marvet nemetken (e doare ofisiel): Komarov. A-benn ar fin tizhet eo bet ar pal e miz gouere 1969, just a-walc’h…

Fuzeennoù an NASA, evit gwir e mirdi Kap Kennedy!

.

En ur sell a-dost ouzh ur fuzeenn « Titan» hag he c’hlozenn « Gemini» on bet souezhet braz… Evel ur c’hraion-metal a c’hellfe tarzhañ en ul loc’hañ, daou zen skoaz-ouzh-skoaz en he beg eo! Munut-tre eo ar glozenn. Plas ebet evit lakaat an divskar da fiñval! Betek henn, a soñje din, e veze asur ha trankilik an teknik. A-daol trumm: cheñchet eo penn d’ar vazh! Pegen hardiz eo, pegen risklus, pegen diskoñfortus! Dre genoù ar gazetennourien, n’am boa ket komprenet, met dirak ar fuzeennoù-se e teu da vezañ sklaer pegen kalonek e veze – hep marc’hatañ – paotred an Egor.

Kendalc’homp. Ha gwelet ho peus an teir abadenn skinwell ( Arte - Thema) diwar an istor-se, skignet n’eus ket pell? Ur goulenn zo: petra eo soñj an sterdeidi (a dalv meur a sterdead, e brezhoneg) a-zivout ar bed, an dañvez, an Doue [evidon-me ez eus unan : -) ]

Ar Bibl: «Da gentañ e krouas Doue an neñv hag an douar » , skignet gant skipailh Apollo XI, adalek al Loar.

.

Skignet en deus skipailh Apollo XI ur gemenadenn (ul lodennig eus levr brudet ar C’heneliezh ) evit an holl annezidi eus an Douar, adalek al Loar.

.1.

.1 Da gentañ e krouas Doue an neñv hag an douar. 2. Hag an douar a oa gouez ha goullo, gant teñvalijenn war c’horre an islonk, med Spered doue a blave war-c’horre an doureier. 3. Hag e lavaras Doue: « Ra vezo goulou! » hag e voe gouloù. 4 Gwelet nen doa Doue e oa ar goulou un dra vat. Dispartiet en doa Doue ar goulou diouzh an deñvalijenn. 5 Hag e c’halvas Doue ar goulou : Deiz, hag en deñvalijenn a c’halvas : Noz. Hag e voe un abardaez hag e voe ur beure : un devezh.

…/… [livadur ar c’hrouiñ, e-pad c’hwec’h devezh, gant aozer al levr]

.2.

.1 Hag e voe echu an neñvoù, an douar, hag o holl strolladoù. 2 Echuet en devoa Doue, d’ar seizhvet deiz, al labour en devoa graet, hag e tiskuizhas en deiz-se, ar seizhvet eus an holl labour en devoa graet. 3 Hag e vennigas Doue an deiz-se, ar seizvet, hag e santelaas anezhañ, rak ennañ en devoa diskuizhet eus an holl oberoù en devoa krouet, en devoa bet, eñ Doue, da ober. 4 Setu orin an neñv hag an douar, pa voent krouet, d’ar mare ma reas an Aotroù Doue an douar hag an neñv.

>>> Al linennoù en a-raok a teu deus : Ar Bibl , ti-embann An Tour Tan , troidigezh e brezhoneg gant +Per ar Gall ha +Job Lec’hvien, 1980

Setu. Gwelet e vez e lâr ar Bibl, dre ur gomz leun a imachoù hag a furnez, liv ar varzhoniezh warni, un dra bennak don d’an holl, bugale pe tud deuet, ha pa vefent skiantourien, ijinourien, tud desket braz….

N’eo ket toud. Aldrin hag a oa bet chomet ur prantad, e unan penn, e-bourzh al lestrig Eagle (Erer) en deus bet tro da gomuniañ (kaset e voe gantañ - eñ ur protestant - an traouigoù a veze ret evit-se).

>>> Gwelet e-traoñ ar bajennad chomlec’h ar pennad (lec’hienn aleteia)

N’eo ket echu. Ar skritell a chom war al loar war-lerc’h an sterdeidi a zo skrivet warni July 1969 A D. An div lizherenn-se a dalv « Anno Domini » (e latineg), hag a ziskouez mat e vez menneget an deiziadur kristen.. Goulennet ez eus bet digant Richard Nixon, prezidant ar Stadoù-Unanet.

Neil Armstrong: « That's one small step for a man - One giant leap for Mankind »

.

N’ am eus lâret grik ebet diwar Neil Armstrong, an hini keñtan oc’h ober ur c’hammed war al loar: «That's one small step for a man - One giant leap for Mankind / ur c’hammed bihan evit un den, ur c’hammed divent evit mab-den! »

Petra eo e soñj dezhañ, goude an droiadenn-mañ? Gwelout a ra an douar evel un oaziz glas ha brav, ur burzhud e-kreiz an egor. Deomp-ni d’he mirout, hervezañ. N’eus planedenn all ebet! Un ekologour e bloavezhioù 60’s.

Evitan,war e seblant, ne vo ergezhadg an egor nag aes na dibenn. Ar pep pouezusañ eo an Douar! Komprenet en deus an den kentañ war al loar – muioc’h eget tud all evel politikourien, pennoù-braz en embregerezhioù, kazetennerien, da skouer – ma’z’ eo rond hon flanedenn, ha dreist-holl n’eus planedenn all. An hini nemeti eo evidomp-ni!

Ar gentel-se zo c’hoazh dirazomp. Dazont ar bed, dazont an Douar zo etre daouarn mab-den, bremañ muioc’h eget bizkoazh! Ra vo gras Doue digemeret gant annezidi an Douar…evit ma ne vo ket an deñvalijenn oc’h ober e reuz warnomp…evit ma vevomp dindan sklaerder ar sklerijenn wir. E-pad pell c’hoazh.

Tintin (1954, brezhoneg 1996): « Evit ar wezh kentañ moarvat en Istor Mab-Den EZ EUS UN DEN O KERZHET WAR AL LOAR! »

.

Ken abred a 1954 e veze embannet (e galleg) gant Hergé - tresadennour brudet ma'z'eus! - un albom Tintin a-zivout al Loar. Lakaet eo bet e brezhoneg a-drugarez da (+) zDivi gKervella hag embannet a-drugarez da (+) vMartial Menard (ti-embann An Here) e 1996. Petra a lâre an haroz Tintin en ur lakaat e dreid war leurenn al Loar?:

«Setu!...Graet ganin ur c'hammedoù bennak!... Evit ar wezh-kentañ moarvat en Istor Mab-Den EZ EUS UN DEN O KERZHET WAR AL LOAR!« pajennad 25, lizherennoù vraz gant Hergé.

Un tamm evezh ouzh ar gêr: moarvat...Souezhus, pe fentus, n'eo ket 'ta? Evel ma chomfe un tamm douetañs, marteze? :-)

.

.

evit mont pelloc'h:

. US specialised website:

. kazetenn Herodote

. roll ar « Moonwalkers»

. Aldrin, den a Feiz

.

V2 26vet a viz gouere 2019 (kaier a fotoioù, chenchamanchoù en destenn ivez)

V2 bis 31 a viz Gouer 2019 (ul luc'hskeudenn ouzhpenn, linennoù diwar Tintin)

Voir aussi :
©agence bretagne presse

mailbox imprimer
paotr a fotoioù ha skrivagner o vevañ e breizh (bro gkerne)

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 1 ?

Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.