Lidet e pep lec'h e Breizh, an deiz-ha-bloaz a ziskouez nerzh ur gevredigezh a-bouez evit treuzkas glad kanet, sonet, ha kontet e Breizh
Lidet e pep lec'h e Breizh, an deiz-ha-bloaz a ziskouez nerzh ur gevredigezh a-bouez evit treuzkas glad kanet, sonet, ha kontet e Breizh © Domaine public
Roland Brou ha kanerezed Loudia er FIL

Réalisation : fea - tvbk – 112 vues

Setu Roland Brou o tisplegañ pegen buhezek eo ar gevredigezh, ha gant ur fest deiz aozet er Fil (un tammig re abred memes tra, tomm-tomm e oa) e oa kanerien ha sonerien a galite !

Setu Roland Brou o tisplegañ pegen buhezek eo ar gevredigezh, ha gant ur fest deiz aozet er Fil (un tammig re abred memes tra, tomm-tomm e oa) e oa kanerien ha sonerien a galite !

9000 eurvezh da selaou e Dastumedia "peadra da selaou tri bloaz gant eizh eurvezh bemdez " , eme an Izprezidant Dastum, Roland Brou. 10 implijiad a labour e Roazhon dreist-holl, gant Sterenn Diridollou oc'h erruout e miz Gwengolo evit ar c'hehentiñ.
4000 den a ya da selaou war lec'hienn Dastum, multimedia, digoust. 500 den a zo koumanantet d'ar gazetenn a galite ivez, "Musique bretonne". Bez vo abadennoù e Amzer Nevez (Plañvour) gant strollad nevez Emmanuelle Boutilhier, bez vo festoù noz c'hoazh, hag un nerzh a zo gant ar re yaouank pa weler niver a ganerien yaouank war al leurenn e sal Carnot, en Amfiteatr, e Kae Breizh, hag er C'hleub !