Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h dekvet rann an abadenn nevez Ar Brezhoneg a gan, evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.
Peseurt mod treiñ "jamais" e brezhoneg ? Biken, birviken, biskoazh, morse, james…
An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Siberil, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.
Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb , war You Tube ha war Facebook .
Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !