Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/47/47984_1.jpg
skritell ofisiel war lec'hienn an ti-kêr
photos/47/47984_2.jpg
Lid dibenn ar Brezel pevazek (2018 Du 11)
- Compte rendu -
Henbont : c’hoari mar-plij
Kinniget eo d'an holl ur c'hoari e brezhoneg, war blasenn ar marc'had
Par Yann Lukaz pour ABP le 20/06/19 12:01

Abaoe pell e soñje d’ar skipailh ti-kêr an Henbont mont war-zu an holl - annezidi pe douristed, bugale pe dud deuet - ha ne ouzont netra diwar ar yezh.

Ur c'hoari simpl ha digoust, evit an holl: annezidi pe douristed, bugale pe dud deuet

.

Ijinet eo bet ur c’hoari eeun-tre evit dizoleiñ gerioù boutin, un toullad gerioù ar bemdez, ha dizoleiñ petra e dalvezont, penaos int distaget (mat eo gouzout penaos ober gant an dialoulek c skrap h e brezhoneg , a gaver er ger c’hoari, evel-just?), ha skrivet (ya, ya, tudoù, posubl eo skrivañ e brezhoneg :-)…evel e yezhoù all, keta?). Ha dre-se reiñ un tañva eus ar yezh, ha rein lorc’h en he c’heñver.

Trede kêr ar Morbihan eo An Henbont (tro-dro da 18.000 annezad). Aketus eo an ti-kêr ouzh ar yezh (panelloù divyezhek e straedoù ar c’hreiz-kêr, e ti-gar, skolioù kentañ derez hag ur skolaj divyezhek ivez, lec’hienn ofisiel e pik bzh, hag un dra ral a-walc’h e Breizh: ouzh tal an ti-kêr , war well d’an holl, gêr-stur hon republik kaezh e brezhoneg mar plij Frankiz – Kevatalded – Breudeuriezh, ouzhpenn hini e galleg, anat deoc’h tudoù! :-)

Gant ma vo ur skouerenn evit kêrioù all…

.

Evit gouzout hirroc'h, lec'hienn ti-kêr an Henbont:

https://www.hennebont.bzh/actualite/lancement-officiel-du-jeu-dinitiation-a-la-langue-bretonne-choari-mar-plij/

.

Notenn (d'an 30vet a viz Even)

Mersi braz d'hon lenner. Skrivet e oa bet ar pennad a-raok ma vefe adkavet al luc'hskeudenn. Ti-kêr an Henbont a zo ar gwir gantañ. Gwelout da skouer geriadur Al Liamm 2014.

Voir aussi sur le même sujet : Hennebont, breton
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz]
Vos 1 commentaires
T. Gwilhmod Le Samedi 22 juin 2019 20:11
Breuriezh ??? Kentoc'h e vez lavaret "Breudeuriezh". Breuriezh ar feiz, a denn d'un tolpad a dud.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons