- Communiqué de presse -
Goulennaoueg Pal Redadeg 2020

Da youlidi ar Redadeg
Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut.
Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon emvod kentañ d'ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez.
10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar (...)

- Keleier
Par pour Ar redadeg le 9/10/18 17:15

JPEG - 488.6 ke

Da youlidi ar Redadeg

Da gentañ penn e lâromp deoc'h trugarez vras evit ho perzh e aozadur Redadeg 2018. Met lâret n'eo ket tout ! Fell a ra deomp ouzhpenn-se pediñ ac'hanoc'h d'ur fest aozet d'ar Sadorn 10 a viz Du evit bodañ youlidi ar Redadeg. Kaset vo ar programm deoc'h benn nebeut.

Ma plijfe deoc'h anveout gwelloc'h mont en-dro ar Redadeg e pedomp ac'hanoc'h da gemer perzh en hon emvod kentañ d'ar Sadorn 20 a viz Here, e Karaez, ivez.

- 10e-12e30 : degemer ar re nevez > ober anaoudegezh, aozadur ar Redadeg (live lec'hel ha live Breizh), respont d'ar goulennoù…

- 12e30-2e : pred rannet

- 2e-4e30 : emvod-meur ar Redadeg (digor d'an holl, met dav eo bezañ ezel(ez) evit votiñ).

Trugarez da lâret deomp an abretañ ar gwellañ hag-eñ veoc'h gwelet pe get.

Evidomp prientiñ hon emvod-meur bloaziek e kinnigomp deoc'h respont d'ur sontadeg berr. Hervezoc'h, petra eo palioù pennañ ar Redadeg evit ar bloavezhioù da zont ?

Trugarez da respont d'ar sontadeg en linenn d'ar Meurzh 16 a viz Here d'an diwezhatañ, amzer deomp dielfennañ an disoc'hoù a-raok an emvod-meur. Ho respontoù a sikouro ac'hanomp da zibab ha da dapout divizoù evit dazont ar Redadeg (war an aozadur, war an arc'hant, war ar c'hehentiñ…).

A wir galon,

Leïla Simon ha Jerald ar Gov, kenbrezidanted ar Redadeg

**************************************************************

Ce communiqué est paru sur Ar redadeg https://www.ar-redadeg.bzh

logo Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ. Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh. Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh. Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur. Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae. ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons