Le carousel
Cliquer sur la photo pour l'agrandir, puis flèches clavier pour naviguer (25 photos)
- Reportage photos -
Itron-Varia al lanneier (IVAL/NDDL): divizet eo bet
Goude an diviz kelaouet gant Edouard Philippe, setu ur c'haier a fotoioù (2017) ha liammoù war-zu an teuliad (Kerzu 2017).
Par Yann Lukaz pour ABP le 17/01/18 14:18

Politikel-kenañ e oa an diviz, gortozet e oa gant an holl. Abaoe hirio (ar merc'her 17vet a viz genver 2018) eo anavezet da vat. Padet en deus ar brezegenn un 20 vunutenn bennak gant Edouard Philippe, kentañ-ministr, Gérard Collomb, ministr aferioù ar vro pe an diabarzh, azezet sioul, en e gostez.

Setu, berr ha berr, an tri dra bouezusañ bet diskleriet:

. Echu eo gant raktres an dreuskasadenn (Bouguenais e su an Naoned / Intron-Varia al lanneier e norzh an Naoned) .

. Adnevesaet e vo an aerborzh a-vremañ (savadurioù an nijva evit ar veajourien, al leurenn-douariñ evit douarañ/dibradañ).

. Dieubet (golloet) e vo ar ZAD (tachennad da zifenn, hervez ar re a zo a-enep) ha diskoulmoù a vo kavet evit ar re n'int ket feulsterien hag a fell dezho kenderc'hel gant labour douar eno.

Aes e vo d'an holl kaout titouroù, ma n'eo ket ar brezegenn en e bezh (war-dro 20 vunutenn) deuet eus genoù Edouard Philippe, e palez an Elysée (Pariz).

An teuliad kaset da benn gant Anne Boquet, Michel Badré, Gérard Feldzer ha kaset d'ar gouarnamant d'an 20vet a viz Kerzu 2017 a vo kavet e penn al liamm amañ :

(voir le site)

hag, evit ar re n'eus ket amzer dezhe, setu chomlec'h ar berr-ha-berr:

(voir le site)

Betek-henn n'eo ket bet ken aes kaout fotoioù e-leiz diwar al lec'h. Setu perak e vez kinniget amañ ur c'haier a luc'hskeudennoù bet tennet e nevez-amzer 2017.

A-walc'h evit kompren an endro: ar savadurioù, ar maezioù,... hep ankounac'hat eur foto eus ar skeudenn vraz war blasenn ar gêriadenn: Intron-Varia Al Lanneier... a vez graet ivez Kernitron-al-lann war ar gartenn vrezhonek embannet meur a vloaz zo, ma m'eus soñj mat.

Da heul ar re-se, div foto eus ar c'helaouiñ dre an tele (pe ar skinwell, pe c'hoaz ar post-braz) hirio.

Talvoudus e vo, kredapl braz, evit lenn ar gazetennoù, selaou ouzh ar radio, sell ouzh an tele, en devezhioù da zont.

........................................................................

Addendum: notennoù a-zivout ar yezh relijiel:

notenn1 : Intron-Varia pe Itron-Varia?

  • evit al lodenn vrasañ eus ar geriadurioù (Al Liamm, Favereau, Seité, Merser,...) e vez lâret an daou zoare, d.l.e. Itron pe Intron. Ne vern evito, war e seblant ? Le Gonidec (1847) a lâr: ann Itron Varia. Troude (1876) a lâr: Ann Itroun-Varia.

  • ar Minihi Levenez - Leor an overenn, Kantikou Brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ (2003) - dindan bluenn Job an Irien a lâr: Itron Varia koulz hag Itron Santez Anna war ar memes patrom.

  • gwelet ivez geriadur istorel rouedadel Martial Ménard (2016): (voir le site)

notenn2: Maria pe Mari ?

(an) Itron-Varia a vez kavet e pep lec'h. Kemmadur dre vlotaat da heul Itron pe Gwerc'hez.

Gwerc'hez Vari pe ar Werc'hez Vari a vez kavet e pep lec'h ivez. Da skouer: Ar Werc'hez Vari hor Mamm, ul levr (1937) brav-kenañ e yezh gant an Tad Medard.

Voir aussi sur le même sujet : NDDL, IVAL, Nantes, Naoned, aéroport, ZAD
"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz]
Vos 1 commentaires
Paul Chérel Le Mercredi 17 janvier 2018 18:17
Mon breton (brezhoneg) n'est pas des meilleurs mais je suis toujours surpris de lire Intron au lieu de Itron pour Madame. Je crois connaître l'origine de cette erreur. Merci de me dire si c'est moi qui suis en erreur. Paul Chérel
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons