Abaoe bloavezhioù e stourm stalig Penn da Benn evit bevañ, ha pep bloaz eo splann e teu tud da welet, da zañsal, da c'hoarzhin.
Gourmarc'hadoù e leiz a vez savet e bro C'hall c'hoazh, ha kreiz-kêr, kalon kerioù Breizh, a vez dilezet, gant stalioù o lakaat an alc'houez dindan an nor, stalig ha stalig.
Met tud a stourm bemdez, evit ma ne vefe ket. Deomp-ni, keodedourien, da lakaat anezho da vevañ, o prenañ traoù disheñvel, tostoc'h ouzh ar vro, tostoc'h ouzh an dud, evit lakaat, evel e Kembre, e Iwerzhzon, e lec'hioù oa bet nac'het da Leclerc, Intermarché, Super U, Carrefourmarket ... d'en em staliañ, evit nompas ober eus kreizennoù istorel kerioù brav, un dezerzh e lec'h emañ un avel daonet o c'hwezañ...