Eizh den, lennerien ha lennerezed an holl anezho, o tizoleiñ skrivagnerien, doareoù skrivañ..
Disadorn e mediaoueg Kemperle, eizh lenner.ez asambles evit eskemm diwar "taol kalon" pep hini. Gant Mai Ewen e oa bet degaset "Geotenn ar werc'hez" ha "Skol al louarn", skrivet gant Jakez Riou ha Youenn Drezen. Mignoned an daou, bevet ba bro Spagn, ha laosket a-dreñv dezho pezhioù c'hoari, romantoù, danevelloù... "Re start evit an deraouadez e oan, ha lavaret oa bet din gant Visant Seite e vefe bet aesoc'h komañs da lenn e brezhoneg gant levrioù all... Met penn kalet e oan...".
Evit ul lennerez all eo Choupig Morzhadeg ur skouer e touez albomoù e brehzoneg : barzhoniel an istor, brav an tresadennoù. Gant Rejin e oa bet degaset "Mari Vorgan" skrivet gant Goulc'han Kervella. Eskemmet oa bet a-zivout oberennoù all ar skrivagner leurennier ar Vro bagan : "Lara" ha "Dre ar prenestr" a ziskouez ampartiz an daneveller, e touez an 200 daneveller brezhoneger a zo hiziv !
Levr Jakez Konan "Kenavo Amerika" ha "Balafenn Houarn" a zo bet displeget gant David, ha lennet ur pennad gantañ. Gant Lysiane, daou levr trist a gont brezel bro Aljeria (Pierre Emmanuel Marais) ha g "Ar Waremm vras" gant Youenn Kervalan.
Nag a draoù da lenn pe da adlenn ! Ur gwir blijadur gant tud entanet hag a zreuzkase o c'hoant da lenn d'ar re all.
D'ar sadorn 13/01/2018 e Mediaoueg Kemperle da 10e15 e vo kaoz eus "Mai Ewen : he oberenn, he soñjoù don".
Da lenn evit prientiñ emvod an 13/01 :
romantoù evit ar vugale, aes da lenn
- Bugel ar glav (PAV)
- Me Nana Marina (Priz ar vugale)
- Etre ki ha kazh (Priz ar vugale)
- Nedeleg Laouen ? (PAV)
- Bugel ar glav (PAV
- Yaouankiz Koantig (PAV)
- Me ha Titaw (PAV)
romantoù evit ar skolajidi hag ar skolidi :
- Hañvezhioù (Priz ar Yaouankiz)
- Tamallet ! (PAY)
- Tri fenn melegan (PAY)
- Ur vleunienn war askell an avel (PAY)
- Mont kuit (PAY)
Barzhonegoù, Haiku
- Amskeud, Brud Nevez
- Sur terre comme sur mer
- Al liamm