Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Chronique -
Internet ha kleweled : ur chañs evit ar brezhoneg ?
Pegen diaes eo kavout e Breizh eurvezhioù radio ha skinwel e brezhoneg gant ar mediaoù ofisiel !
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 4/12/17 15:05
:

Pegen diaes eo kavout e Breizh eurvezhioù radio ha skinwel e brezhoneg gant ar mediaoù ofisiel ! Treut eo ar peuriñ pa geñverier gant bro Gorsika zoken, hag a zo e Bro C’hall memestra... « Bruzun, bruzun, bruzun ! » a huch Bernez Tangi o keñveriañ an eurvezhioù skignañ yezhoù ar vro e broioù all en Europa, gant gwir abeg !

Eurvezhioù skinwel bep sizhun

Breizh : un eurvezh hanter

Skos : 28 eurvezh

Iwerzhon 35 eurvezh

Kembre : 38 eurvezh

Kembre : 35 eurvezh

Radiobreizh.net, Ya-ouank...

Budjet ur radio n’eo ket hini ur skinwel : setu perak eo efedus ar rouedad pevar radio (RKB, RBG, AFM ha Radio Kerne) evit skignañ ur bern abadennoù « fresk » aes da bodkastiñ war un alc’houez USB, peadra da selaou war lec’hienn ar rouedad. Lec’hiennoù evel hini ar gazetenn Ya ! , pe al lec’hienn evit ar re yaouank Ya.ouank a c’hell ivez skignañ filmoù graet gant ar re yaouank, tresadennoù, dasparzhet etrezo.

Gwir gaou : ar re yaouank ne sellont ket ouzh al lec’hiennoù e brezhoneg ?

Talkshow a bad div eurvezh war Internet, serienn Ken Tuch (200 sketch), pe Breizh Kiss : pa vez goulennet gant ar re yaouank (goulennaoueg Internet, liseidi Diwan aterset), e verzher ne vez ket sellet ouzh seurt traoù ganto. War Facebook e vez implijet kalzik a c’halleg gante, ha koulskoude eo un doare dibar da eskemm e brezhoneg bemdez, da lenn, da eskemm … Un dachenn ledan da studiañ c’hoazh, ‘giz vez graet e Bro Euskadi pe e Katalonia. Gant "Fin ar bed" a zo bet skignet war chadennoù lec'hl ha Frañs 3 e oa deuet brav an traoù, o tizhout tud a sell ouzh an tv hag ar re a ya war Internet ha ne sellont ket mui ouzh ar skinwel. Stummoù nevez zo deuet er maez evel "C'hwi a gano", hag al liamm gant Internet hag ar brezhoneg a zo pouezus. Met penaos arc'hantaouiñ raktresoù skignet war ar gwagennoù "ofisiel" ha war ar re all . Yalc'hadoù a vez roet, anat deoc'h, d'ar re a zo boaz da sevel teuliadoù pounner evit ar re a roio ur skoazell bennak. Setu perak emañ un den hiziv, e Brezhoweb, Florent ec'h anv, o sikour ar re a zo gant raktresoù, hag o deus diskouezet war an net talvoudegezh o labour. Muioc'h-mui a filmoù interessant a vez gwelet war an net (fent, drougfent, teulfilmoù), un doare efedusoc'h da labourat kenetrezo ?

"Poent bras d’ar vrezhonegerien kompren n’hallo ket bevañ ar brezhoneg ma n’hallo ket aloubiñ, da vat, bed ar c’hleweled (ha hini ar rouedad ivez). Trist eo, ’gav din, gwelet n’eus ket bet komprenet e vev ar vrezhonegerienyaouank, koulz hag ar re all, e bed ar skeudennoù penn-da-benn."

Corinne ar Mero

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons