Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Rouanetelezhioù brezhon an Douar-Bras er Grennamzer Uhelañ
Rouanetelezhioù brezhon an Douar-Bras er Grennamzer Uhelañ
- Agenda -
Kafedi Istor - Krouidigezh Breizh (4re-9vet kantved)
Kafedi Istor - Krouidigezh Breizh (4re-9vet kantved), d'ar Sadorn 11 a viz Du 2017, e Kemper, tavarn ar Finnegans, 46 Straed Aristide Briand
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 7/11/17 0:29

Kafedi Istor : "Krouidigezh Breizh (4re-9vet kantved)"

(lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 11 a viz Du 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Tra ma chome Brezhoned 'zo, bountet ma voent gant tagerion liesseurt (Iwerzhoniz, Pikted, Angled-ha-Saksoned), e Kornôg Preden (Kernev-Veur, Kembre ha rouantelezhioù an Norzh), ha ma'z ergerzhe reoù all war-zu broioù pell a-walc’h (Galiza…) e tibabas ul lodenn anezho ober o annez e Gwalarn Galia. Petra a gavjont enno ? Daoust hag e chome traoù eus ar prantadoù kent ?

En o Britania nevez, "Ledav" a zeuio da vezañ "Breizh", e savjont frammoù politikel (rouantelezhioù evel Kernev, Bro-Ereg, pe ez astennjont o frammoù eus Preden, evel Devnon…), kevredigezhel (plouevioù…) ha relijiel (eus lannoù bihan da abatioù brasoc’h), dindan atiz ar "sent" pergen. Ha degas a rejont evel-just dreist-holl o yezh, ar "predeneg" deuet da vezañ "brezhoneg".

Stok ouzh ar Franked en em gavjont avat, o terc’hel ganto darempredoù tro-ha-tro a vrezel hag a beoc’h. Gant ar Garolingidi degouezhet e penn a Franked e 751 e teuio ar gwask da vezañ pounner-ouzh-pounner. Dont a rejont ar re-se da vougañ ar vroad vrezhon e deroù an 9vet kantved...a-raok dezhi d’en em zieubiñ diouto dizale...

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons