Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Annonce -
16vet kenstrivadeg haiku : chom a ra daou viz evit kas ho haiku !
Ar gwez : un tem aes hag evit ar skeudennoù hag evit an amzer : e bleuñv 'pad an nevez amzer, frouezh an hañv, livioù an diskar amzer, ha gwez diwisket ar goañv...
Fanny Chauffin Par Kerne Multimédia le 4/11/17 17:32
:
Réalisation :

Ar gwez : un tem aes hag evit ar skeudennoù hag evit an amzer : e bleuñv 'pad an nevez amzer, frouezh an hañv, livioù an diskar amzer, ha gwez diwisket ar goañv...

Penaos ober ? Sellout pizh ouzh ar gwez a vez gwelet er vro gant livioù, c'hwezh fall pe frondennoù dous an nevez amzer... War lerc'h, kemer ur c'hraion ha klask e teir linenn kontañ ar pezh ho peus gwelet, o klask doujañ ouzh ar reolenn 5/7/5 silabenn dre linenn. Ur wech skrivet, un, daou, tri haiku, setu poent d'ho kas d'al lechienn : (voir le site)

Evit ar skolaerien hag ar gelennerien a vefe laouen da zegemer Mai Ewen hag he skipailh er c'hlas evit kompren mat penaos e vez savet haiku gant bugale ha krennarde, lakait buan hoc'h anv, rak ne chom ket kalz plas... Enskrivet eo 12 klasad gant tri e brezhoneg. Evit mont e darempred gant an aozerien : afea [at] laposte.net

Deadline : d'an 31 a viz Kerzu 2017

Disoc'hoù : Prezidial Kemperle, straed Bremond d'Ars, d'ar sadorn 19/1 da 6e

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons