Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
DIGORADUR AN ENSKRIVADURIOÙ
Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, ar Steredenn - l’Etoile zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig.
Par Claire Corre pour Neizhig le 7/09/17 12:18
42993_1.jpg
Digoradur an enskrivadurioù er vagouri Neizhig

Ar vagouri divyezhek brezhoneg-galleg a zigoro e trimiziad 1añ 2018 e Roazhon

Ar C’huzul-merañ, izili burev Neizhig, Kêr Roazhon, ar Steredenn - l’Etoile zo laouen o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig.,

adalek bremañ eo digor an enskrivadurioù.

Da bep distro-skol e welomp, e kêr Roazhon, e vez muioc’h-mui a gerent hag a zibab skoliata o bugale e-barzh an hentadoù divyezhek brezhoneg-galleg ha kement-se adalek ar skol-vamm.

Kêr Roazhon, harpet war he rouedad skolioù divyezhek efedus, ne ginnige, koulskoude, lec’h degemer bugaligoù ebet daoust m’emañ el lusk roet d’an divyezhegezh brezhoneg-galleg ha ma’z eus ur goulenn kreñv er gevredigezh. O welet e oa un ezhomm eo deuet ar soñj da zigeriñ ur framm degemer divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon gant statud ur gevredigezh.

Diwar atiz ar gevredigezh Divskouarn, ur gevredigezh hag a labour evit kas ar brezhoneg war-raok a-raok ar skoliata hag Ofis publik ar brezhoneg, en doa lakaet ur strollad labour kalz a boan neuze evit sevel ur vagouri divyezhek brezhoneg-galleg e Roazhon : Groupe de travail crèche bilingue breton-français - Strollad labour magouri divyezhek brezhoneg-galleg. E miz Meurzh 2015 e oa en em unanet an dud a oa en emvod kentañ ha krouet o doa « Neizhig ».

Goude daou vloaz hepken ha goude bezañ labouret a-dost gant servijoù Renerezh ar Vugaligoù Kêr Roazhon,

eo laouen skipailh Neizhig, Kêr Roazhon, en Steredenn - l’Étoile, o reiñ deoc’h da c’houzout ez eo digor dalc’h kentañ an enskrivadurioù er vagouri Neizhig.

Etre miz Gwengolo hag kreiz miz Here 2017 e pado an enskrivadurioù evit un degemer e miz Genver 2018.

Betek 16 bugel a c’hallo bezañ degemeret en 81 boulouard Alberzh 1añ, e karter Brekiniou.

Meret e vez an ti gant ur gevredigezh met ar plasoù a vez roet dre hanterouriezh ar Steredenn - L’Étoile, hervez an dezverkoù e talvoud evit magourioù all Roazhon. Trugarez da vont e darempred gant ar Steredenn - l’Étoile evit gouzout hiroc’h.

L’ÉTOILE Kreizenn-ditouriñ bugaligoù

2 straed Jacques Gabriel, 35000 Roazhon

02 99 67 11 70 pe infos [at] etoilerennes.fr

Voir aussi sur le même sujet : Neizhig, crèche, breton, français
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons