Plijus eo al lec'h, bugale o c'hoari, ti-krampouezh Diwan, abadennoù kontañ, sonerezh, ha peadra da lenn, da eskemm e tavarn ar FIL... Hag e-pad div eurvezh bemdez e vez pedet skrivagnerien, prezegennerien, kentel war ar whisky gant JP Pichard, romantoù polis Breizh, barzhoniezh... Ha dec'h e oa tro Jean Ollivro, ha souezhet an dud da selaou kement-se diwar gont Diwan. Ar brezhoneg, dazont ar vro ?