852 vues

Goude bezañ bet komandant ar c'harr nij, setu Marc Paugam e kroc'hen un den a zevosion gant an elektion !

Gant ur sal dirollet da c'hoarzhin, setu ur skouerenn vat eus ur brezhoneg a-vremañ a glot gant kudennoù Breizhiz ar sizhun-mañ : evit piv votiñ ?

Goude bezañ bet komandant ar c'harr nijj, setu Marc Paugam e kroc'hen un den a zevosion gant an elektion !

"Eston" hag "aon", evit an "elektion", gant meur a "lampon" e touez ar "bolitikerion". War ur "chanson" en doa lakaet Marc Paugam c'hwec'h gwerzhour "gornichon", o keñveriañ anezhe :

"Melenchon", penn ar "jakobinerion", o prientiñ ar "revolusion".

"Macron", ken moutig, ken "mignon" met pas "disonn" c'hoazh.

"Hamon", "Breton", a bromet ur bern traoù, gant kefoù n'int ket "don".

"Fillion", evit plijout d'an "Itron", en doa laeret "n'ouzon ket pet milion".

Ar fallañ tout, hervezañ, ha zo ar "poeson", en doa kavet ur "solution" evit diskoulm pep tra hag hadañ ar "spont", hag an "Dupont Ognon" evit echuiñ, neuze votit mat evit an "eletktioun", evit forzh peseurt "klown"...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....