Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Ar bed keltiek en Uhelgrennamzer Uhelañ
Ar bed keltiek en Uhelgrennamzer Uhelañ
- Agenda -
Kafedi Istor : Eus Preden d'ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù)
Kafedi Istor : "Eus Preden d’ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù)", lusket gant Rafael Urien D’ar Sadorn 7 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 21/12/16 13:34

Kafedi Istor : "Eus Preden d’ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù)", lusket gant Rafael Urien

D’ar Sadorn 7 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Gant donedigezh Kustentin, embannet impalaer e Eboracum (Evrog, pe York) e 306 hag astennet da c’houde e c’halloud war an Impalaeriezh en he fezh, e teu Preden da gemmañ muioc’h-mui he dremm, dre zont da vezañ kristen da gentañ-holl.

Adalek eil lodenn ar 4re kantved e teu an tagadennoù eus ar C’hornôg (Iwerzhoniz) hag eus an Norzh (Pikted) da vezañ taer-ouzh-taer, ken e krog ul lodenn eus Brezhoned Kornôg Preden da divroañ, da Walarn Galia pergen.

Steuziet ar galloud roman e Preden goude 410 en em zirann uhelidi Preden e div gostezenn, ar re a venn mirout an hengoun roman hag a embann bezañ ar "Romaned ziwezhañ" ha pa vefe goude diskar impalaer diwezhañ ar C’hornôg e 476 zoken, hag ar re a venn en em zizober eus ar romanelezh-se.

Met adalek eil lodenn ar 5et kantved e tegouezh alouberion nevez, er Reter, Germaned. Dont a ra war-dro 500 ar Vrezhoned dindan ren Ambrosius Aurelianus (hag Arzhur ?) a-benn da herzel outo, evit un hanter kantved bennak. En hevelep mare, ha liammet-start gant pezh a c’hoarvez e Preden, e kav Brezhoned Gwalarn Galia un emglev gant Franked Kloviz, pezh a aotre un embroadeg nevez, stankoc’h, er pezh a zeu tamm-ha-tamm da vezañ ur Preden nevez, pe Breizh.

Adalek kreiz ar 6vet kantved avat e teu ar C’hermaned da vont war-raok en-dro. Disrannet eo Brezhoned an Enez etre re ar Mervent (a zeuio tamm-ha-tamm da vezañ bevennet e Kernev-Veur), re ar C’hreiz (a zeu da vezañ Kembre) ha re an Norzh (Gwalarn Bro-Saoz ha Mervent Alba a-vremañ). Rouantelezhioù brezhon an Douar-Bras (Devnon, Kernev, Ereg) a zeu da droc’hañ-krenn o liammoù gant ar Franked. Ouzhpenn-se, deuet ar C’hermaned da zegemer o-unan ar gristeniezh, en em gav ar Vrezhoned lakaet e meur a geñver a-gostez eus ar C’hornôg kristen.

Daoust d’o disrann ha d’o zonkad dezho o-unan hiviziken e vir avat an holl Vrezhoned, eus Breizh betek re an Norzh, un emskiant eus o c’humuniezh, betek an 12vet kantved da vihanañ.

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons