23vet Taol Kurun e bro Kemperle : gant 20 kevredigezh, teir fest-noz, teir fest-deiz, Dan Ar Braz, EDF, Jacques Bonnaffe, ha meur a 40 abadenn er vro !
Kenderc'hel a ra ar festival gant e hent, kroget 22 vloaz 'zo dindan barradoù glav Kemperle ha kudennoù gant ti-kêr Kemperle.
Hiziv eo skoazellet ar festival gant ar gumuniezh kumunioù, ar Rannvro hag an Departamant.
E 12 parrez war 16 e vo a bep seurt abadennoù, evit ar re vihan kenkoulz evit ar re vras.
Daouzek staj evit deskiñ ar brezhoneg, deskiñ kanañ, kontañ, dañsal, skrivañ...
A bep seurt traoù a vo kinniget e-pad teir sizhunvezh ha fonnus eo roll an abadennoù.
An tem dibabet : An Hent.
Kenstrivadeg haiku (gant 600 barzhoneg resevet dija), karamel, kontañ ha kanañ, poltridi war an hentoù... Hentoù bihan, gwenojennoù gant kevredigezhioù rando ar vro, hent Jack Kerouac ha Youenn Gwernig, hentoù an harlu gant Emmaus ha Cent pour un toit, gant filmoù ha tud pedet : Kurdistan gant Mikael Baudu," La grande traversée"...
Evit gouzout hiroc'h, kit war bajenn ti ar vro bro Kemperle, evit pellgargañ ar program a vo prest a-benn nebeut !