Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Annonce -
Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz : 10 levr nevez evit al lennerien yaouank
A-drugarez da zek skrivagner : Goulc'han Kervella, Riwall Huon, Annie Coz, Mai Ewen, Myriam Guillevic, Anthony Renaudin, Armel Le Sec'h, Laurence Lavrand, Marie-Françoise Castric ha Pierre-Emmanuel Marais oa bet skrivet danvez nevez evit ar yaouankiz.
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 22/10/16 13:10

A-drugarez da zek skrivagner : Goulc'han Kervella, Riwall Huon, Annie Coz, Mai Ewen, Myriam Guillevic, Anthony Renaudin, Armel Le Sec'h, Laurence Lavrand, Marie-Françoise Castric ha Pierre-Emmanuel Marais oa bet skrivet danvez nevez evit ar yaouankiz.

E stand Keit Vimp bev e c'hello pep hini kavout peadra da studiañ er c'hlas ha da gaout ul levraoueg pe ur vediaoueg gant istorioù nevez.

Evit ar re vihanañ, istorioù un tamm burzhudus evit tri anezho : korriganed gant un hezoug, dindan "kef ur wezenn velen" e c'hoarvez a bep seurt traoù ha gant "an tad eizh brec'h" e c'hell un tadig cheñch penn da benn e emzalc'h ! Gant "Gaza" koulskoude eo gwiroc'h an traoù : ur plac'hig Palestinia o vont da bro Euskadi evit mont gwelloc'h, degemeret en ospital hag e ti bugale euskaregerien.

Evit ar re 6vet/Pevare, setu istorioù strolladoù bugale o c'hoari war porzh ar skol, pe hiniennoù evel an hini, goapaet a vo mignon ur marmouz laosket war bord an hent, pe c'hoazh istor "Nolwenn, Bim hag al laer".

Evit ar re Drede/lise, setu neuze, "Mojenn ar vuhez hag ar marv", troet diwar oberenn Émile Souvestre, skrijus ha souezhus, un istor skrijus all, met a-vremañ diwar ur grennardez gant ur vamm klañv he spered, hag evit echuiñ ur romant souezhus "Panelloù", da zizoleiñ...

Hag eveljust e c'hell al levrioù-se bout lennet gant forzh peseurt lenner, forzh peseurt oad e vefe erru...

Priz ar yaouankiz, embannet gant Keit Vimp bev, kenstrivadeg aozet gant féa :

Riwal Huon : "Ti e voledoù glas" ;

Armel le Sec'h : "Kevrin an Dourdu" ;

Anthony Renaudin : " Mignoniezh dic'hortoz" ;

Annie Coz : "Nolwenn, Bim hag al laer" ;

Goulc'han Kervella : "Mojenn ar vuhez hag ar marv" ;

Mai Ewen : "Mont kuit" ;

Laurence Lavrand : "Panelloù".

Priz ar Vugale, embannet gant Keit Vimp bev, kenstrivadeg aozet gant féa :

Pierre-Emmanuel Marais : "Gaza" ;

Myriam Guillevic : "E kef ar wezenn velen" ;

Marie-Françoise Castric : " An tad eizh brec'h" ;

Laurence Lavrand : "Prizoniad ar gorriganed".

Voir aussi sur le même sujet : c'hoariva, krouidigezh, lennegezh
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 2) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons