Yezh ha kevredigezh, Kendael d'ar Sul 20 Meurzh 2016, e Kemperle Hôtel Novalis, 10, allée Victor Schoelcher
Roll an devezh
Degemer ar berzhiaded adal 9:00
Beurevezh (9:30-12:30)
- Digoradur – Embannadurioù 2016 – Pierrette Kermoal
- Penaos e c'hell ar brezhoneg degas talvoudegezh d'an embregerezhioù hag an embregerezhioù d'ar brezhoneg ? Malo Bouessel du Bourg
- Diskouezadegoù Steven Maze, kinniget gant Joelle Kermoal-Furic
- Adsav an hebraeg : penaos e voe lusket (1881-1918), Jorj Abherve-Gwegen
Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12:15 -14:15)
Endervezh (14:15-16:30)
-Lu Xun pe kantved ar Gouleier e Sina
Lu Xun, nagenner dizehan lennegezh, sevenadur ha politikerezh Sina, Yann Varc'h Thorel
- Leviadurezh yezhel an Emsav III, Gwenael Maze
Amzer a vo evit ar goulennoù hag an daeloù da heul pep displegadenn.
Klozadur (16:30–16:45) ha kafe
Skodenn dre zen (pred, kafe ha gortozenn) : 26 €. Studierion, dic'hweleion : 15 €, bugale : 10 €.
Teul-enrollañ klokaet ha skodenn da gas da :
Aber, 115 Kergareg, 29870 Landeda, a-benn ar 7 Meurzh 2016
Kemer a rin perzh e Kendael 20 Meurzh 2016.
Anv/Kentanv______________________________________________________________
Pellgomz/Pelleiler __________________________________________________________
Chomlec'h ________________________________________________________________
Mal elektronek______________________________________________________________
Amañ-kevret ur chekenn .……€ (war anv Aber)
Deiziad : Sinadur :