- Communiqué de presse -
Nann d'ar c'hendivizad a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh
D'ar 15 a viz Here e ranko Kuzul-rannvro Breizh kemer an disentez da sinañ pe da chom hep sinañ ar C'hendivizad a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh hag o diorren er
Par Rémi Toulhoat pour Div Yezh le 12/10/15 18:59

D'ar 15 a viz Here e ranko Kuzul-rannvro Breizh kemer an disentez da sinañ pe da chom hep sinañ ar C'hendivizad a-ziforc'h evit treuzkas yezhoù Breizh hag o diorren er vuhez pemdez (2015-2020).

Evezh bras hon eus taolet ouzh al lodenn a denn d'ar c'helenn brezhoneg. Stadañ a reomp ar youl da gadarnaat ar pezh zo bet graet betek-henn met keuzius eo e vankfe uhelegezh d'ar skrid.

Notet hon eus un nebeud krafoù a hañval dimp bezañ dispis evel:

« Kadarnaat a ra ar Stad e c'hoant da vont war-raok en hent parelezh an eurioù. Evit tizhout ar pal-se e c'hallo bezañ studiet a-stroll ur gempoellded tiriadel etre an teir rouedad (deskadurezh publik, deskadurezh prevez katolek, Diwan) e doujañs ar rouedadoù-se, pa'z eo ar pal kaout un niver bras a-walc'h a skolidi e pep live evit tizhout ar barelezh en danvezioù kelennet e brezhoneg. »

Da gentañ e tifennomp, ur barelezh «eurioù» hag ivez ur barelezh liveoù yezh. Falvezout a ra dimp e vefe skolidi an hentad divyezhek publik ken barrek e brezhoneg hag e galleg. Div Yezh Breizh a c'houlenn groñs ma vefe an deskadurezh eus ar c'hentañ ken e brezhoneg ken e galleg. Evit un deskadurezh a-seurt-se ez eo ret e c'hallfe ar gelennerien mont en tu-hont d'ar barelezh eurioù evit mad ar brezhoneg. N'eus ket trawalc'h a vrezhoneg e-maez ar skol siwazh.

Da eil e welomp er rannbennad-hont ur meskaj etre ar c'hoant da gas ar barelezh eurioù war-raok hag an hini da genlodenniñ ar peadra da labourat. Difenn a reomp an hentad divyezhek publik ha gouzout a reomp dre skiant-prenet e tibab tud ar vugale un hentad hervez o c'hredennoù start. An dud a laka o bugale en un hentad divyezhek publik n'o lakafent ket dre ret en un hentad divyezhek all. Ha goude ma tifennomp da gentañ ar skol bublik e falvez dimp e vefe frank pep hini da zibab. Ne gomprenfemp ket e vefe nac'het digeriñ ouzh un hentad prevez kevredigezhel pe katolik dre ma'z eus un hentad divyezhek publik c'hoazh; evel ma ne gomprenfemp ket e vefe nac'het digoradur ur c'hlas divyezhek publik diwar ar memes abeg.

Erziwezh, bec'h hon eus ho kompren ar meizad parelezh eurioù dre diorren an tri hentad evit tizhout parelezh eurioù an danvezioù kelennet e brezhoneg. Hag anv zo eus diorren ar poloù o deus ezhomm eus un niver a skolidi rekis evit digeriñ kevrennoù divyezhek par-ha-par en eil derez? Mard eus anv eus se ne sell ket ouzh an hentadoù all e nep doare.

Keuz hon eus e vefe ken izel pal an niver a bostoù kelennerien, a c'hallfe tizhout 20% a-benn fin ar c'hendivizad, pa ouier e tizh 50% e Korsika, da skouer. Kreskiñ an niver-se a-galz a vefe un arouez kreñv a-berzh an Deskadurezh Stad: ezhomm hon eus a gelennerien ha gouest omp da niveriñ ar mank zo bremañ.

Gant ar soñj-se e tlefe ar CRPE hag ar CAPES bezañ adreizhet. Kinniget hon eus e vefe un arnodenn ret war ar brezhoneg, er CRPE da vihanañ. Ar studierien zo e-sell kelenn e Breizh a c'hallfe em stummañ e 9 miz en ur greizenn stummañ, kresket eo o stummadurioù hir gante, ma ne deuont ket eus ar gevrenn brezhoneg ha keltiek. An doare all d'ober a vefe adreizhañ stummadur ar vistri en ur lakaat moduloù ret war sevenadur Breizh hag ar brezhoneg kerkent ha deroù an aotreegezh. Gallout a rafe Frañs mont da heul ar stumm pennañ zo en Europa, da lavarout eo ur stummadur diaser a bep eil, ha tuta an danvez kelennerien kerkent ha tapet o bachelouriezh gante ha neket goude ur BAC+3. Kement-se a c'hallfed ober moarvat ma vefe karget ar Rannvro eus an deskadurezh.

Tra diwezhañ diwar-benn ar stummadur, hor gourc'hemennoù hor boa graet pa oa bet krouet ar yalc'hadoù Skoazell ha Desk. Kerse eo avat gwelet e tigresk ar skoaziadoù-se, daoust ma komprenomp ez eo skoget kalz budjet ar rannvro gant diengwezhiañ ar Stad eus debarzhadurioù ar strollegezhioù lec'hel. Eus ar pep retañ eo hervezomp e chomfe uhel ar skoaziadoù arc'hant-se evit ma chomfent atizus.

Merkañ a reomp ivez gant ar biz bevenn ar 15 skoliad en tu-all da 3 bloaz evit digeriñ ul lec'h nevez. Re didek eo ar vevenn-se, n'eus anezhi nemet en akademiezh Roazhon, ha ne gemer ket e kont gwir stad an traoù war al lec'h. Ma falvez dimp diorren arver ar brezhoneg e Breizh e tleomp gallout kinnig lec'hioù nevez en tu-mañ d'ar vevenn-se. Ne c'hallomp ket asantiñ e vefe skrivet e nep kendivizad ha mirout ouzhimp da heul da varc'hata gant ar rektoriezh.

Ouzhpenn kraf ar 15 skoliad, ne ginnig ket ar c'hendivizad eeunaat an digoradurioù. Gant ar reizhad a-vremañ e ranker goulenn ali ar maer, ar skipailh pedagogel, etc. (kelc'hlizher 2001-167), ma vez skoilhoù bep an amzer. Goulenn a reomp ma vefe skrivet ar goulennoù digeriñ, pa vez trawalc'h a dud o c'houlenn, war ar gartenn-skol evit digeriñ a-benn an distro-skol da heul.

Erziwezh hon eus c'hoant e vefe kentelioù brezhoneg 3e bep sizhun en holl skolioù ar c'hentañ derez, er-maez eus an hentadoù divyezhek, evel ma vez graet e Korsika.

Anat eo dimp ar strivoù graet gant ar C'huzul-rannvro e-keñver ar politikerezh yezh e-pad e zileuriadur. N'eus mar ebet dimp e vefe bet gourc'hemennet ar skrid-se, kentoc'h izel e bal, gant ur Stad hag he deus mil boan oc'h emouestlañ evit yezhoù Frañs. Goulenn a reomp digant ar guzulierien-rannvro mouezhiañ a-enep ar c'hendivizad-se. Goulenn a reomp digant holl dilennidi ar strollegezh rannvroel sevel un destenn uheloc'h he fal hag a dalvezo da vat da aesaat treuzkas ha diorren ar brezhoneg e Breizh... 5 departamant, evel-just.

Voir aussi sur le même sujet :
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons