photos/38/38330_1.jpg
MEINEGI AN 21VET
- Agenda -
Mallus / Klask zo war-lerc'h brezhonegerion en departamantoù 35 ha 44 evit an heuliad un tu bennak e Breizh / Mall eo
Klask zo war-lerc'h brezhonegerion en departamantoù 35 ha 44 evit an heuliad un tu bennak e Breizh (Bali Breizh, France 3 Breizh). N'int ket o chom dre-ret en departamant. Dedennet
Par Erik Gudenkauf pour Bali Breizh le 12/09/15 10:09

Klask zo war-lerc'h brezhonegerion en departamantoù 35 ha 44 evit an heuliad un tu bennak e Breizh (Bali Breizh, France 3 Breizh). N'int ket o chom dre-ret en departamant. Dedennet int get al lec'h e-unan mod pe vod.

Lakaat war-wel, reiñ da anavout, reiñ e bouez d'ul lec'h dianav pe nebeut anavezet e Breizh a-bezh eo ar pal aze.

A-bouez eo al lec'h taolennet evit meur a abeg : istor, skiantoù, spered, kevredigezh, ekonomiezh, sevenadur, arzoù… Anv zo a lakaat war-wel talvoudegezh liesdoare ul lec'h dibar dre un diviz etre daou zen. Daou sell kroaziet neuze, war al lec'h, o respont en eil doc'h egile. Test eo Yann Arvester doc'h pouez al lec'h, doc'h un eskemm ma vez roet titouroù, klevet ur frond, gwelet ul liv bennak hep na vehe dispaket pep tra… Reiñ c'hoant da ouiet hiroc'h c'hoazh en e geñver eo ar pal ivez. En holl, 25 lec'h dibar d'ober muioc'h anaoudegezh gete war ar 5 departamant (5 sujed 5-munut e pep unan anezhe).

Klask zo tud atav evit al lec'hioù pe temoù amañ da heul :

- Kamp roman pe viking e bro ar Renk (Sant Suliav)

- Sinema ha/e Breizh en ul lec'h dic'hortoz war an aod e-kostez Dinarzh

- Lenn, prenañ levrioù, evañ ur banne ha rannañ e soñj en ul levrdi e Begerel

- Koatadurioù ar Seizh Breur en un ti-krampouezh e Roazhon (danvez mojennel)

- Meinegi an XXIvet kanvet en ur c'harter pobl e Roazhon (sell war an dazont)

- Gwinegi e bro Naoned (Ar Palez) → klask zo war-lerc'h ur gwinoniour

- Breizh e bro Sant-Nazer, Gwenrann pe ar Briwer

- Kêr Naoned

- Roudoù an amzer dremenet war ribl ar ganol Naoned-Brest nepell a Sant-Nikolaz-an-Hent

- Pezh mell Peulvan dibar, en e unan, e Dol

Dedennet oc'h evit bout perzhiek er prantad treiñ e miz Here (etre ar 5 hag ar 16) ?

En ul lec'h pe unan bennak e soñjit ?

Kit e darempred buan-tre genin mavo difrasotet an hent asambl…

Erik Gudenkauf, sevener : gwened.media-eg [at] orange.f

06 83 72 07 27

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg, klask, bali breizh, departamant
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons