Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Akademiezh Etrekeltiek Mozilla
Akademiezh Etrekeltiek Mozilla
- Communiqué de presse -
« Akademiezh yezhoù keltiek » Mozilla
An emvod etrekeltiek kentañ aozet gant Mozilla (a ra war-dro Firefox) zo degouezhet e derou miz Meurzh 2015 e Bangor e Bro Gembre. Pedet e oa pare an Drouizig. Alan Monfort
Par Denis Arnaud pour An Drouizig le 1/05/15 11:52

An emvod etrekeltiek kentañ aozet gant Mozilla (a ra war-dro Firefox) zo degouezhet e derou miz Meurzh 2015 e Bangor e Bro Gembre. Pedet e oa pare an Drouizig.

Alan Monfort ha Gwenn Meynier o deus kemeret perzh ennañ. Labourioù renet e brezhoneg a oa derc'houezet ganto.

Meur a bal a oa gant an devezhioù-se, en o zouez :

- Bezañ divar e oa kempennet hag hizivaet kaer ar raktresoù kefridiel evit an iwerzhoneg, ar skoseg, ar c'hembraeg hag ar brezhoneg.

- Lañsañ ar pakadoù yezh kentañ evit ar skoteg hag ar manaveg.

- Komz diwar-benn diorren pep raktres treiñ

- Aozañ ur frammad amzer ratreañ evit pep yezh en ur lakaat un anv war an dud a yay war hor lec'h (mar bez tud), en ur venegiñ al loazioù yezh (stlennvonioù termenoù, kenemglevioù ha sturioù a-fet stil).

- Krouiñ « Akademiezh ar Yezhoù Keltiek » diazezet war ar strollad tud a oa eno a-benn despizañ sturioù evit an droourion a zo e kreiz skipailhoù bihan e l10n.

- Diskouez doareoù pleustriñ war an treiñ (L10n), deskiñ hentennoù treiñ disheñvel ha dizoleiñ ostilhoù efedus ha pleustrek.

E-pad an devezhioù-se hon eus taolet meiz e oa diaesoc'h al labour evit ar yezhoù all eget evit ar brezhoneg e-keñver ar c'heriaoueg. Ret eo d'ar skipailhoù iwerzhonek ha skosek krouiñ o gerioù o unan. N'o deus ket ur strollad evel Preder evit ober al labour-goveliañ-mañ. Ha n'int ket skoret gant ar pennadurezhioù foran kennebeut. E brezhoneg hon eus tennet korvo eus al labourioù ramzel kaset da benn gant tud a sav gerioù abaoe François Vallée, Roparz Hemon, izili SADED ha Preder.

War an tu all ez eo skoret kreñv ar re a labour evit ar c'hembraeg. Binvioù stlennegel e-leizh o deus krouet gant skoazell o fennadurezhioù. Skoret eo an enklask skolveurel evit ar c'hembraeg (niverelaat levrioù, sevel binvioù da reiñ urzhioù d'ur robot gant e vouezh, meziantoù treiñ emgefreek, h.a.). Efedus eo bet al leviadurezhioù evit kreskaat arver ar c'hembraeg : panelloù hent divyezhek e pep lec'h ha dreist-holl an dud a gomz kembraeg war ar straedoù, er stalioù, en o buhez pemdeziek.

Voir aussi :
logo
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
[ Gwelout pennadoù all An Drouizig]
Vos 2 commentaires
Rafael Le Samedi 2 mai 2015 13:25
Meneg ebet eus ar c'herneveureg en emvod-se eta ? Dre ziouer a zarempred gant stourmerion ar vro-se ?
(0) 
Gwenn Le Dimanche 3 mai 2015 13:37
Siwazh ne oa gouest Kerneveurad ebet da vont d'an emvod, met ur raktres a zo ganto evit troidigezh meziantoù Mozilla.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons