- Communiqué de presse -
Devezh studi Ti Douar Alre : 50 perzhiad, 8 prezegennour
Evit an eil gwech e oa bet aozet gant Sten Kidna, asambles gant Ti Douar Alre, Skol Veur Roazhon ha Brest un devezh-studi
Par Fanny Chauffin pour FC le 5/04/15 23:10
:

Evit an eil gwech e oa bet aozet gant Sten Kidna, asambles gant Ti Douar Alre, Skol Veur Roazhon ha Brest un devezh-studi

Dibabet e oa bet tem an "treuzkas" gant an aozerien. Meur a zanvez a zo bet studiet : goude an digoradur gant Erwan le Pipec, e oa bet displeget gant Armelle Audic treuzkas ar brezhoneg tro-dro da Wened.

War lerc'h e oa bet Jean-Yves Broudig o tisplegañ pegen pouezus e oa studiañ ar c'hentañ brezelbed evit kompren penaos e oa bet laosket ar brezhoneg a-gostez gant tud deuet en dro eus ar brezel.

Goude, bertsus ha kan ha diskan : penaos treuzkas, peseurt strategiezh sevel evit an dazont? Roland Mogn a zisplegas d'ar selaouerien mont en dro e lec'hienn internet "Plantkelt" e lec'h e vez kavet muioc'h eget 20 000 anv plant en linenn e brezhoneg, kembraeg, kerneveureg, ...

"Lesanoioù" oa bet displeget gant Mikael Madeg : eus pelec'h e teuont ? Perak e vez roet lezanvioù d'ar baotred kentoc'h evit ar merc'hed ?

Gant François Louis e oa displeget "Kenstroll-gerioù a aparchant da dachenn semantek ar yec'hed e brezhoneg Gwened". Hag evit echuiñ div blac'h, Melanie Jouitteau o tiskouez mont en dro he lec'hienn "ARBRES, ar yezhadur wiki" gant ur bern tud o kemer perzh en linenn. Gant Lena Catalan oa bet displeget raktres nevez BCD, "Bazhvalan". Penaos treuzkas ar yezh etre ur "neo-brezhoneger(ez)" hag ur "b/vrezhoneger(ez) a vihanig" ?

Interessant, dedennus hag important-tre eo seurt devezhioù : brezhoneg hepken etre an dud, troidigezh war eeun evit an nann-vrezhonegerien, hag ur youl da zeskiñ, da eskemm, da vont war raok e brezhoneg. Gant ma vo seurt "skol veur poblek" e pep lec'h e Breizh.

Voir aussi sur le même sujet : pedagogiezh, yezhoniezh, treuzkas