Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
David Pope
David Pope
- Communiqué de presse -
Oslo ha Paris : memes doare da respont ?
Ha petra vo war lerc'h ?
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 7/01/15 23:25

Sabatuet eo tout an dud gant ar pezh a zo degouezhet hiziv, met chalusoc'h e c'hello bout en devezhioù o tont

Respont d'ar feulster gant ar feulster ? Pe klask un hent all evel e oa bet displeget gant Pierre-Emmanuel Marais o komz diwar-benn Oslo : pa oa bet darvoudoù spontus oa bet lavaret gant Jens Stoltenberg : "emaomp o vont da respont d'ar fallakriezh gant muioc'h a demokratelezh , muioc'h a spered digor, muioc'h a habaskenn".

Pa vez gwelet ar pezh a c'hoarvez gant an FN44 : "ar re deomp-ni a-raok ar re all", pa vez Zemmour ha Houellebecq o surfiñ war aon an dud, e rankfer prederiañ buan war frazenn Stoltenberg ha poent eo kavout un hent ne vefe ket hini ar gasoni hag an distruj.

"J'ai un message pour celui qui nous a attaqués e pour ceux qui sont derrière tout ça : vous ne nous détruirez pas, vous ne détruirez pas la démocratie et notre travail pour rendre le monde meilleur. Nous allons répondre à la terreur par plus de démocratie, plus de tolérance". Oslo, 22/7/2011 (just goude ar gwalldaol)

Voir aussi :