Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/35/35255_1.jpg
- Communiqué de presse -
Ugent vloaz al lise d'an 18 a viz Here
Ugent vloaz 'zo dija e oa al liseidi kentañ er Releg Kerhuon
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 29/09/14 22:37

Ugent vloaz 'zo dija e oa al liseidi kentañ er Releg Kerhuon.

20 vloaz 'zo e oa krouet al Lise Diwan er Releg, gant ur c'hlasad a 18 lisead...

E 1999, pa oa tizhet an niver a 90 lisead e rankas dilojañ betek Kerampuilh e Karaez.

Aze en deus dalc'het d' ober berzh : 335 lisead ar bloaz-mañ !

Devezh bras a vo e Karaez d'ar Sadorn 18 a viz Here 'ta evit lidañ an 20vet deiz-ha-bloaz, ha pedet eo an holl liseadezed kozh ha liseidi gozh...

Setu program an devezh :

11e30 - 1e30 : Pitif ha pik-nik

(degaset ganeoc'h, met sandouichoù hag evachoù a vo gwerzhet ivez), prezegennoù eveljust, kan ha sonerezh : Adnoz, An Diaoulezed, Alexander Putsch...

1e30 - 5e : Baleadenn : kanet ha sonet e vo en ur vale.

Adal 1e30 ez imp da vale da heul al Loeroù Ruz ha diskanañ war o lerc'h...

Elouen Gallo hag e gomper, Arthmael, Josig ha Mon a sono. Marine ha Sterenn, Koupaia, Valentine, Ida ha Klaartje a gano ivez. Heuilhet e vimp gant a bep seurt notennoù sonerezh : kanet ha sonet e vo a bep tu !

Diskennet e vo en draoniennn da welout ar ganol en he c'haerañ gant livioù ar gwez en diskar-amzer. Ha dont en-dro, hag e meur a lec'h adarre sonerezh lirzhin hol liseadezed ha liseidi ! Gant ma vo dereat an amzer...

Posubl e vo ivez gweladenniñ al lise.

Un diwallerezh a vo evit ar vugale etre 3 ha 9 bloaz (2¤ evit pep bugel)

Ronan Penneg, poltredour a-vicher, a denno fotoioù eus an holl rummadoù liseidi ; embannet e vint war paper brav, e-barzh ur stagadenn da Ya!

5e - 2e Noz :

War Leurenn Glenmor

Abadennoù kan ha sonerezh / Fest-Deiz / Koan / Fest-Noz :

Alan Rouz ha Marsel Gwilhou,

Gwenvela, Zoe, Nolwenn hag Anna,

Marine, Sterenn hag Enora,

Tortad

Loeroù Ruz,

Talabao,

Lak da dreiñ,

Barba Loutig,

Kedal,

Eien,

Sterenn hag Anna,

Startijenn,

Elouan Saoz ha Louri Derrien,

Dom Jo ha Markus.

Koan (avaloù-douar ha kig-sall 10¤)