Lec’h / Lieu : Saint-Vincent-sur-Oust, Morbihan (à 10 km de Redon) Deiziadoù / Dates : 9-15/07 pour les 9-11 ans 16-22/07 pour les 6-8 ans Bod / Hébergement : sous tente Plasoù / Places : 24 Priz / Prix : 200 € Skipailh / Equipe : 3 animateurs BAFA + 1 directrice Renerezh / Direction : Katell Chantreau
Traoù iskis a c’hoarvez er c’hoad evit an deizioù. Petra hag abalamour da betra ? D’ar vugale e vo d’en lakaat war wel…
Met evit dizoleiñ sekred enez ar piged e vo ret dont a-benn eus amprouennoù diaes. Dav e vo ivez bezañ aketus : kement den bet kejet gantañ war an hentoù-treuz a c’hellfe degas dour d’hor milin.
Ur c’hoari bras, treuziñ ar ganol, kejañ gant ur soner, sevel ur gontadenn, ur pred dic’hortoz, un abadenn gaiakiñ, ur veilhadeg laouen, a vo kement a bazennoù evit kas an enklask war-raok betek dirouestlañ ar gudenn.
Lakaet e vo ar bouez war an aozañ boued gant ar vugale ivez. An obererezhioù koulz hag ar vuhez pemdez a vroudo ar vugale da gomz ha da grouiñ e brezhoneg.
Titouroù all / Renseignements complémentaires : Katell Chantreau, 08 73 35 56 44 katell.chantreau [at] mouvement-rural.org
Enskrivañ / Inscription : Ti Kendac’h, 56350 Saint-Vincent-sur-Oust 02 99 91 28 55 tikendalch [at] tikendalch.perroy.asso.fr