Re alies e vez klevet n'eus plas ebet evit ur brezhoneg disheñvel, rebechet ur brezhoneg plad, "neo brezhoneg" d'ar re yaouank ha d'ar re a zesk. Penaos ober evit cheñch penn d'ar vazh ?
Pa oa Mona Bouzeg, eus Rieg, kichen Kemperle, e Skol Veur daou-ugent vloaz 'zo, oa bet lavaret dezhi "da belec'h 'moc'h o vont gant ho prezhoneg botoù koad ?"
Koulskoude, hervez enklask Fanch Broudig e vez muioc'h a dud a gomz brezhoneg bro Gerne e 2014 eget e bro Leon. Ha penaos lakaat un tamm liv war ur brezhoneg desket e kentelioù noz pe el levrioù ? O selaou ar re gozh, o vezañ sikouret gant seurt filmigoù...
Klikit war ar video you tube, ha lakait "brezhoneg" e lec'h "galleg" evit an iztitloù.