Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/34/34459_1.jpg
- Communiqué de presse -
Tro Dro : dizoleiñ ar glad, hag hentoù nevez Kemperle
Goude Skaer, Tremeven, Mellag, Gwellegouarc'h ha Kloar, setu Kemperle, kêr etre an Isol hag an Elle
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 26/06/14 10:22
:

Goude Skaer, Tremeven, Mellag, Gwellegouarc'h ha Kloar, setu Kemperle, kêr etre an Isol hag an Elle

Dastumet e oa bet komzoù 16 den evit kontañ istor Kemperle, hag a vo istitlet e brezhoneg e galleg war div skramm tv bras staliet war prad Sant Nicolas.

Piv int ? Bugale skol Diwan Kemperle o atersiñ Marie Louise ha Lili, pe rouanez Kemperle, da skouer. Evit brezhoneg bro Kemperle, sur a walc'h eo atersadenn Roland Peron ha Mimi Raoul a zo ar re zedennusañ : brezhoneg saourus Molan ha Rieg, ha fent forzh pegement. Gant Denise oa bet kontet istor Marianne Pasco, pesketaerez eoged el Laita, a oa toullbac'het alies... Pe mod all gant Loeiz, ar marc'had du e Kemperle pa veze kuzhet andouillenn, amann, kig moc'h e karr ar vugale, gant ur boupinell "celluloid". Gant Roger Stefan e klevec'h kan Toulfoen, ar fest vrudetañ zo bet e Kemperle a sache betek 200 000 den d'al lun Pantekost...

Mod all, evel forzh peseurt tro vale, e vo baleadennoù, diskouezadegoù, c'hoarierien ha sonerien war an hent, krampouezh ha chistr evit an distro, ha fest deiz gant sonerien ha kanerien ar vro evit ar re o do c'hoazh startijenn goude tro Forest Tolfoen pe hent Savary Krebs !

2 euro, digoust evit ar vugale, prad sant Nikolas (hent ar Pouldu, kichen al Laita).

Voir aussi sur le même sujet : tro dro, kemperle