photos/34/34332_1.jpg
- Communiqué de presse -
KEMENNADENN KEVREDIGEZH DIZALE
e Kemper d'an 12 a viz Mezheven 2014. Dre ar pennad-mañ ec'h embann ar gevredigezh Dizale, a vez o labourat war diorenn ar c'hleveled e brezhoneg dre an advouezhiañ peurvuiañ, bezañ
Par David HUILIZEN pour DIZALE le 12/06/14 13:35

e Kemper d'an 12 a viz Mezheven 2014.

Dre ar pennad-mañ ec'h embann ar gevredigezh Dizale, a vez o labourat war diorenn ar c'hleveled e brezhoneg dre an advouezhiañ peurvuiañ, bezañ mantret gant ar mod kement ha gant disoc'h ar raktres «adtroc'hañ» ar rannvroioù, evit ar pezh a denn da Vreizh dreist-holl.

Dre an doare m'eo bet kaset da benn ne vez ket tennet kont na deus an elfennoù istorel ha sevenadurel, na deus ar c'hoantoù, lies anezho, bet klevet a-berzh ar strolladoù breizhek hag o dilennidi, e Liger Atlantel zoken. Un nac'h ouzh an demokratelezh eo an doare-se d'ober neuze.

Gwall nec'het eo Dizale, dreist-holl, pa ne c'hello ket mui un departamant cheñch rannvro ha pa vefe e youl hen ober, hervez ar pezh a zo bet embannet nevez-zo. Goude bezañ bet diverchet ha didroc'het an harzoù eo heñvel an diviz-se deus un taol kontell er c'hein .

Pa oar mat ar gevredigezh Dizale eo start e jeu gant ar c'hleveled abalamour d'an doare diboell mag eo didroc'het ar rannvroioù, e c'halv anezhi an holl d'en em vodañ ingal evit na vefe ket rannet Breizh, ha pa vije dre ur meskaj gant al Liger Atlantel, ar pezh a vije ur skoilh d'he raktresoù meur, doare sevel ur gwir servij kleweled breton.

Pelloc'h eget kudenn an adtroc'hañ bet raktreset, e ped Dizale ar Vreizhiz da harpañ ar re a vez o labourat evit ne vije ket an adaoz-se un doare da adkempenn miltamm Bro-C'hall nemetken met ur gwir bazenn en-araok war galloudoù ha budjed Breizh. N'eus ken 'met dre ur statud dibar ha dre grouidigezh ur vodadenn rannvroel ma tapo Breizh araezioù nevez da sevel an dazont, kentoc'h eget dispign an neubeut a binvidigezhioù a zo ganti d'en em zifenn ha da emvevañ.

DIZALE

Voir aussi sur le même sujet :
Kevredigezh DIZALE
[ Gwelout pennadoù all DIZALE]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 9) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons