Kantreadeg get barzhonegoù a-zivout an nevez-hañv :
D'ar 1añ a viz Mae, pand eo an amzer é arru brav, e vez maeet an tier e Breizh aveit degas chañs d'an dud ha pellaat tañvalded ar gouiañv. Kement-se a vez graet en Iwerzhon hag e Kernev-veur… Aveit akustumiñ ar re o deus-int ankouaet ha sevel liammoù etre ar rummadoù eh eus bet kinniget get kevredigezh Bemdez un tolp en arbenn da Gala-Mae (Beltan aveit ar Gelted kozh). Stourmoù sokial ha sevenadurel a ya asambl da neuze.
Èl ma vez bep blez e raimp ur valeadeg en ur glevet barzhonegoù a-zivout ar gwez e hengoun ar broioù keltiek, e brezhoneg, e gallaoueg, hag e galleg.
An amzer gaer é tonet a zlee bout dasson ar brezhoneg é vleuñviñ en-dro. Tolpet e vo tud kozh ha bugale, a-gevret da serriñ mae ha maeiñ ar vro.
D'ar Yaou 1ñ a viz Mae :
• emgav da 10 e. 30 er parkva ár dreuzoù Beg an Arrazon.
• baleadeg ár-dro ar Baludenn hag ar Voustoer, lennadennoù ha barzhonegoù ; pred er maezioù, kasit ho poued ganeoc'h.
• 4 e. 00 g.m. : lomm aveit achuiñ an dro-vale.
Digoust.
Degasit barzhonegoù ha benveger-soniñ mar karit.
Aozet get Bemdez
Ti ar c'hevredigezhioù / 6 straed ar Govuerezh
56 000 GWENED – 06 11 51 43 15