Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Ar Skrivadeg e Naoned da Sadorn 5 a viz Ebrel
Aozet e vez ar Skrivadeg, e brezhoneg, er pemzek kêr bennak e Breizh hag ivez e Pariz ha Bayona. Bodañ a ra e-leiz a vrezhonegerien. Un darvoud foran ha digoust
Par Julia THEPAUT pour Kentelioù an Noz le 25/03/14 12:07

Aozet e vez ar Skrivadeg, e brezhoneg, er pemzek kêr bennak e Breizh hag ivez e Pariz ha Bayona. Bodañ a ra e-leiz a vrezhonegerien. Un darvoud foran ha digoust eo, e-lec'h ma vez kavet tud a bep seurt hag a bep oad. Bugale ar skolioù, skolajoù, liseoù divyezhek ha Diwan hag ur bern tud deuet a gemer perzh enni. Un emgav a-bouezh eo evit yezh ar vro, hag ivez ha dreist-holl, ur mare plijus evit en em gavout gant brezhonegerien ha tud plijet gant ar sevenadurioù keltiek.

D'ar Sadorn 5 a viz Ebrel e vo aozet tro gentañ ar Skrivadeg e sal an Ingalded (6 bali Léon Jouhaux, Naoned) adalek 2e. An 3 den barrekañ eus pep live a c'hello kemer perzh er gourfenn, d'ar Sadorn 21 a viz Mezheven e Gwened.

Goude ar strivoù, amzer ar prizioù : kinniget e vo deoc'h abadennoù dibar gant strolladoù c'hoariva ha kanañ Kentelioù an Noz !

Profoù a vo evit ar re az aio ar maout ganto (hag ivez evit ar reoù-all ! ) hag ur merenn-vihan evit an holl !

Ur bern profoù zo bet fiziet ennomp da c'hoartoz bezañ profet deoc'h : plasoù evit sonadeg Têtes-Raides (Stéréolux, Naoned), mont-tre 2 zevezh evit gouel Eurofonik (Le Nouveau Pavillon, Naoned), plasoù ha profoù roet gant festival de Cornouaille (Kemper), hag ivez mont-tre evit gouel Mamm Douar (kevredigezh Ingalañ), profoù roet gant Festival du Bout du Monde (Quai Ouest, Brest), koumanantoù ha levrioù profet gant Bretons (Gwenn ha Du, Gwened), gant Keit Vimp Bev, kelaouennoù #brezhoneg (Skol an emsav, Roazhon), levrioù profet gant Gweladenn (Sant-Nazer), ul livadur gant Armel le Sec'h hag ur bern souzadennoù c'hoazh !

Lakait hoc'h anv an abretañ ar gwellañ : deuit e darempred gant Kentelioù an Noz (02 40 20 39 74 ; kenteliouannoz [at] gmail.com ; KANN, 13 straed ar breolimer, 44800 SAINT-HERBLAIN).

Deuit niverus ! Plijus tre e vo evit an holl ! Digoust.

Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
[ Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 3) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons