Dave : yezhoù Breizh, hep na vefent anavezet en un doare ofisiel
a zo en arvar e Bro-C'hall.
Ne lakaer ket da dalvezout karta an emren lec'hel
ha ne zoujer ket da diriad istorel Breizh
Goulenn digant ur c'hengor european
ur wiriadur spesadel
Da Brezidanted, Kentañ Ministr broioù Europa,
da Brezidant Kuzul Unaniezh Europa Evangelos Venizelos,
Da izili komisionoù Europa
Da Lez europat Gwirioù Mab-den
Itron, Aotrou,
Tro hor boa bet e 2005 da gas deoc'h al lizher amañ stag o tennañ d'ar c'hlemmoù pa ne zouj ket ar Stad c'hall ouzh al lezennoù europat diwar-benn gwirioù minorelezhioù he zachenn. Goulenn a raemp diganeoc'h e teufe ur c'hengor gwirañ europat evit se rak n'heller ket asañtiñ d'ur respont untuek a-berzh ar republik gall en hon anv, ur republik a anzav bepred bezañ doujus d'he minorelezhioù.
Ar pezh a oa faos hag a zo faos bepred.
Evel ma oar pep hini ac'hanoc'h, ar Stad C'hall n'he deus ket peursinet c'hoazh Karta europat ar yezhoù bihan hag emañ war nes lezenniñ en un doare bevennus strizh evit bezañ hervez reolenn ! Met he reolennoù dezhi ha neket re Europa ! An tabut a vo er bodad d'an 22 a viz Genver.
Dibalamour a-grenn, n'eo ket nec'het da chom hep lakaat al lezennoù keodedel-se e pleustr war he zachenn, ar Stad c'hall avat a c'houlenn dichek digant broioù nevez deuet er Unaniezh doujañ outo !
En desped deomp e rankomp distreiñ davedoc'h gant ar memes kefridi evel e 2005 rak ar Stad C'hall, pell ouzh doujañ d'ar c'hoursezadelezh goulennet gant al lezennoù europat a gendalc'h da lakaat an holl c'halloudoù etre daouarn ar Mererezh Uhel, hollc'halloudek pa vez ret lakaat al lezennoù da dalvezout, n'eus forzh eus peseurt tu vefe an dilennidi, int-i koulskoude kefrediet gant ar geodidi.
Ar Stad c'hall n'eo ket deuet a-benn da gempouezañ ur budjet abaoe daou ugent vloaz, endleet ma 'z eo hag en ur stad ekonomikel dister, e tisklêr kaout diskoulmoù espern o kemm ar gwiskadoù mererezh. Ar geodidi a zo a-du dre vras, hervez ar sondadegoù graet gant kelaouennoù e Breizh. Met ret vefe d'ar c'hemmoù-se doujañ ouzh istor ha tiriad pobl Vreizh. Breizh a zo bet didroc'het setu dek vloaz ha tri-ugent 'zo gant gouarnamant Vichy en un doare tidek.
Ho trugarekaat a ran d'ober ur sell pizh ouzh an teuliad-mañ.
Ar Brezidantez, Angèle Jacq
Cc: to Presidents of the various Autonomous Regions of Europe, to the President of the Breton Regional Council, to Senators and MPs and Presidents of the General Councils of the 5 Breton ‘départements’ and to Breton MPs in the European Parliament