Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Priz ar Vugale : pevar levrig hag un enrolladenn
Abaoe 2008 e vez aozet Priz ar Vugale evit lakaat ar re vihan etre ar CE hag ar CM da lenn istorioù skrivet nevez zo
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 8/09/13 19:30
:

Abaoe 2008 e vez aozet Priz ar Vugale evit lakaat ar re vihan etre ar CE hag ar CM da lenn istorioù skrivet nevez zo

Un daou-ugent skol bennak o deus bet kemeret perzh er votadeg abaoe pemp bloaz (Montroulez, Pleuigner, Perwenan, Lesneven, An Oriant, Kemperle, Landerne, Kemper, Rostren...). Goulennet e vez al levrioù gant Keit Vimp bev, e Laz, ha dastumet anezho e Karaez, da geñver Gouel al levrioù. Da c'houde e vez lakaet re vras ar skolioù kentañ derez da lenn, da selaou an enrolladenn a zo kinniget da heul, da implij an testennoù evit skrivañ, c'hoari, tresañ, filmañ... Ha goulennet e vez ganto votiñ evit embann peseurt hini a zo bet kavet ar gwellañ gant an holl. Hag e penn-kentañ miz Even e vez roet ar prizioù d'ar skrivagnerien/skrivagnerezed a zo bet trec'h en ur skol.

Ar pevar levr :

- Arzhur hag an evn, Janik Aillot (o lenn he levr er filmig)

- Yaouankiz Koantig, Mai Ewen

- Avañturioù Zett, Denise Le Franc

- Ankou da viken, Tugdual Le Duigou ha Youen Le Bot

evit lenn lizher ar skolaerien :

Document PDF Lizher evit ar skolaerien. Source :
Voir aussi sur le même sujet : lennegezh, priz ar yaouankiz, diwan