2008 : Bremañ zo 30 vloaz m'eo marv Roparz Hemon. Ken bev ha biskoazh eo e oberenn ; kinnig a reomp un heuliad lennadennoù ha kaozeadennoù

2008 : Bremañ zo 30 vloaz eo marv Roparz Hemon. Ken bev ha biskoazh eo e oberenn ; kinnig a reomp un heuliad lennadennoù ha kaozeadennoù :

  • Gwener 16 Mae e Gwengamp (Kreizenn Vrezhon, 6 leurenn Verdun) da 17e Mikael Keraotred : lennadenn Pirc'hirin ar Mor, heuliet gant Pierrette Kermoal : displegadenn lennegel ar varzhoneg.
  • Sadorn 17 Mae e Plouha (Skol gentañ-derez, bali Laenneg) da 14e30 Tomaz Jacquet : Diamantoù Keroulaz ha Nenn Jani digoradur gant Pierrette Kermoal : "un alberz eus buhez hag oberenn Roparz Hemon"
  • Merc'her 21 Mae e Karaez (Kafedi-levrdi ar Mod-all, 15 leurenn ar C'hoc'hu) da 17e Jorj Abherve Gwegen : "Yezhoù Roparz Hemon (esperanteg, kembraeg, spagnoleg...)"
  • Sadorn 24 Mae e Sant-Brieg (Oaled Abherve, 15 straed François Menez) da 15e Gwenael Maze : "Un den dieub, Roparz Hemon hag ar Stad"
  • Sadorn 31 Mae e Roazhon (Levrdi l'Encre de Bretagne, 28 straed St Melaine) da 17e Pierrette Kermoal : "War ribl an hent ; petra eo an arz ? petra eo bezañ dieub ? an tonkadur, nerzh al lavar..."
  • Sadorn 07 Even e Gwengamp (Kreizenn Vrezhon, 6 leurenn Verdun) da 14e30 Rafael Urien : "Istor buhez Roparz Hemon"

Kinniget gant : Keneiled Roparz Hemon ; ur strollad tud, mennet da enoriñ oberenn Roparz Hemon, da-geñver 30vet deiz-ha-bloaz e varv.

keneiled.roparz.hemon@orange.fr

Documents liés