Traoù nevez gant Yann Gerven.
Traoù nevez gant Yann Gerven.

Traoù nevez, emezit c'hwi ? Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus. Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha

Traoù nevez, emezit c\'hwi ?

Ya, danevelloù nevez enno tammoù buhez droch, fentus, mantrus, marzhus.

Tud a bep seurt, krennarded ha krennardezed da gentañ-holl, soudarded kozh, gwragez martoloded ivez ha me \'oar c\'hoazh...

Tud Bro-Vreizh, Breizh-Izel pa lârin mat, o vevañ en hon amzer-ni peurvuiañ, kaset-digaset, gwallgaset a-wechoù, gant red ar vuhez kammdigamm he zroiennoù.

Diwar bluenn Yann Gerven e kaver fent, goapaerezh, darvoudoù hud leun a ijin. Sed aze doare ar skrivagner, brezhoneg pinvidik gantañ war ar marc\'had.

Plijadur kement-ha-kement a vo sur o lenn krouadur nevez hor skrivagner brudet paneveken.

216 pajenn, moull gwenn & du, 12 x 18,5 sm, ISBN : 978-2-36758-007-4

http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&category_id=19&flypage=flypage_images.tpl&product_id=242 evit gouzout hirroc\'h.
Darempred

Skol Vreizh, 41 kae Leon, 29600 Montroulez

02 98 62 17 20 ha skol.vreizh@wanadoo.fr -

http://www.skolvreizh.com d\'an embannadurioù Skol Vreizh.