Ni Roazhon-iz/adezed pe annez-idi/adezed eus Meurgêr Roazhon, bodet er c'henstroll « brezhoneg e Roazhon », a stad kement-mañ :
- Yezh keltiek piaouek Breizh eo ar brezhoneg. Mad an holl Vretoned ez eo, brezhonegerien pe get.
- En holl diriad Breizh istorel e tiorro ar brezhoneg hiziv an deiz, abalamour d'ar c'hemmoù sokioyezhoniel ha da fiñvadegoù ar boblañs en XXvet kantved.
- A-gozh e vez harpet ar brezhoneg gant Kêr Roazhon. Diouzh obererezh an emsaverien e vez an harp-se avat, hep na vefe tamm gweledigezh wirion evit un diorren hollek eus ar brezhoneg e kêr.
Hor goulenn evit ar respetad kentañ eo e vefe savet gant ar skipailh-kêr da zont ur weledigezh war grenn hag hir dermen evit diorren an ober gant ar brezhoneg er vuhez foran hag er gevredigezh, e kenlabour gant ar c'hevredigezhioù lec'hel hag Ofis publik ar brezhoneg.
Se zo kaoz hon eus savet doare kentañ ur steuñv diorren ar brezhoneg e Roazhon hag e Meurgêr Roazhon er maread 2014-2020. E ginnig a reomp d'ar strolladoù politikel diseurt a vo war ar renk da-geñver an dilennadegoù-kêr a zeu ha lakaat a raimp da c'houzout da geodedourien Roazhon pegen bras e vo bet engouestl pep listennad.
Stourm a ra ar c'henstroll Brezhoneg e Roazhon evit diorren implij ar brezhoneg e Roazhon, pe vefe er vuhez publik pe vefe er vuhez sokial.