Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
E saloñs Expolangues Pariz e vo Ofis ar Brezhoneg er bloaz-mañ c'hoazh
E saloñs Expolangues Pariz e vo Ofis ar Brezhoneg er bloaz-mañ c’hoazh Dalc’het e vo ur stand gant Ofis ar Brezhoneg e saloñs « Expolangues » Pariz etre an 18 hag an 21 a viz Genver 2006. Boas eo tud an Ofis da vont d’ar saloñs pouezus-mañ a vod un 200 bennak
Par pour Office de la Langue Bretonne le 17/01/06 14:01

E saloñs Expolangues Pariz e vo Ofis ar Brezhoneg er bloaz-mañ c’hoazh

Dalc’het e vo ur stand gant Ofis ar Brezhoneg e saloñs « Expolangues » Pariz etre an 18 hag an 21 a viz Genver 2006. Boas eo tud an Ofis da vont d’ar saloñs pouezus-mañ a vod un 200 bennak a standoù hag a ginnig war-dro 60 yezh disheñvel d’an dud. An holl dud, brezhonegerien pe get, a c’hello mont e darempred gant teknikourien servij Ajañs diorren an Ofis a vo er stand I 24. Teulioù brudañ, geriadurigoù savet gant an Ofis, teulioù dielfennañ ha preder war ar yezh a vo tu da brenañ pe da lenn war ar stand ivez. E-kerzh ar saloñs e vo aozet un emvod gant ar re zo e penn frammoù kelenn Pariz ha bro Pariz.

Voir aussi sur le même sujet :