Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
30 vloaz Gouel ar Filmoù Douarnenez a vo lidet er bloaz 'mañ
Eus an 18 d'ar 25 a viz Eost e vo lidet 30vet deiz-ha-bloaz Gouel Filmoù Douarnenez. Kuriusted, emouestl ha karantez ar sinema a vo bet perzhioù pennañ ar gouel a-hed tregont vloaz. Abalamour da-se e vo gouestlet gouel ar bloaz-mañ d'ar re o deus sachet evezh an aozerien, fromet anezho
Marie Jenkins pour Festival du cinéma de Douarnenez le 12/06/07 15:23

* Seizh kant Breizh warn'ugent Evit an tregonvet gouel e felle deomp diskouez en-dro skeudennoù ha skeudennadur liested Breizh. Ar vro gwelet eus du-mañ pe gwelet gant film aozerien deuet eus lec'h all. Istorioù kriz an aodoù hag ar mor ; filmoù stourm ; filmoù klichedoù pe er c'hontrol filmoù awenet-kaer ; filmoù ur rummad nevez a filmaozourien varrek… Ur veaj a-hed an 20vet kantved dre ar sinema.

* Poltredoù tud drevadennet Goude bezañ bet diskouezet kement a skeudennoù pobloù minorelet e-pad 30 vloaz hon oa c'hoant distreiñ war skeudennoù eus ar baotred hag ar merc'hed bet gwallgaset gant an Impalaerezhioù dindan an daou gantved tremenet. Ur veaj dre skeudennoù tro dro d'ar bed evit gwelet anezhañ e-mod all. Keleier, propaganda, teulfilmoù etnologel, filmoù faltazi pe istorel... Mil stumm an drevadennerezh ha mil digarez da glask kompren Egile.

* Ur prenestr digor war an Andoù Diwar ar youl da reiñ ar gaoz da bobloù uhelgompezennoù chadenn an Andoù, ar c'h-Quechuas hag an Aymaras, eo bet ganet un dibab filmoù rouez ha bet skignet ral a wech. Perc'hennet eo bet ar video war un dro gant ar geodedouriezh gant ar pobloù-se. Liested an emsavioù indian hag o sell dezho o-unan war ar bed a vez dizoloet ivez.

*Kleweled Breizh : en em ziskouez, en em welet Taolioù-from ar bloavezh 2006 - 2007

Ha peadra d'ho souezhiñ evit hon 30 vloaz...

le la les un de a au des une

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 6) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons