Yann Maneguen Le Lundi 1 avril 2013 20:46
Ret eo adwelout an destenn : leun a fazioù-koukouk ez eus !
Patrick Yves G. Le Lundi 1 avril 2013 22:08
Trugarez evit hoc\\\'h addispleg padal e vije mat hag e reizhfec\\\'h hoc\\\'h ereadurezh :
ret eo lavared kentoc\\\'h : leun a fazioù-koukouk ZO,
pe : BEZ EZ EUS leun a fazioù-koukouk.
N\\\'am-eus ket c\\\'hoant moned en un dabut difrouezh peogwir ez eus bet re a dud ha re a gantvedoù kollet rak seurt amoedigezh (pe zotoniezh).
Skrivet e veze ar Brezhoneg abaoe kantvedoù henvrezhoneg, brezhoneg krenn hag e oa en doareoù dishëvel-tre.
Prest on da zispleg va dibaboù gerioù, doare-skrivã gant KLT pe beurunvan, hervez rannyezhoù brezhonek yezhoù \\\"c\\\'hoar\\\" \\\'vel kerneveureg, kembraeg o kemer an dereatã hervezon.
Pal pennã ac\\\'hanon zo da lakaat hor yezh war-wel ha kelaoui ganti avat dawst ha ne vestronian ket dreist anezhi. N\\\'am-eus ket kroget da ginnig testennoù dre plijadur ha ma ran strivoù d\\\'o skrivã \\\"eo\\\" peogwir ez eus re nebeut anezhe. Ur bern tud zo arbennikoc\\\'h egedon perak ne reont ket anezhi?
N\\\'eus forzh penaos eo mat deoc\\\'h rei hoc\\\'h ali,
Trugarez c\\\'hoazh.
Patrick Yves G.
Yann Maneguen Le Mardi 2 avril 2013 10:48
Emañ ar gwir ganeoc'h : gwelloc'h eo lakaat "Leun a fazioù koukouk a zo"... met "ez eus" n'eo ket direizh hervez Ar Glev p. 1272 : "tud e leizh ez eus".
D'am soñj eo pec'hed ijinañ e zaore-skrivañ dezhañ e-unan ha pa vefe "gwelloc'h" sañset.
C'hoarzhiñ a ran gant "skol Bublek" evit skol Bublik , danvezhioù gant un h : gwir fazioù koukou moarvat. Evit ar peurrest e ranker divinout ha ne zegas netra d'am sonj. Evit skol vrezhonek ziv vunutenn e c'hortozer "a ziv vunutenn". Un oferenn div eurvezh a lavarer ha n'eo ket un oferenn ziv eurvezh.