Erruet eo niverenn 155 Carn e-Breizh. E-barzh e vo kavet pennadoù-stourm diwar-benn ar broioù keltiek, er Kumuniezh Europa, er c'hantved-mañ...Goude ar pennad: Breizh-CYMRU, e-barzh Carn-154, e vo anv eus BreizhEire en niverenn mañ. Setu danvez nevez evit ur gevredigezh nevez gant un dro-spered digor war ar bed ETREVROADEL (DEB). Bez' zo ivez ur ger evit lavaret kenavo da Younn Craff. Produet-e-Breizh(PeB) en deus savet ur gouel bras evit e 20 vloaz. Ul levr brav ha dedennus da brenañ evit an holl re a zo dedennet gant al labour e-Breizh. Padal ez eus ivez ar manifestadeg e Montroulez diwar-benn an digreizennañ e vo da lenn, eveljust. Gant an DEVOLUTION e vez kavet gerioù nevez. Ar geriadur savet gant M. Menard, lesanvet « LePtiMENARD » , a vo dedennus evit an holl re o deus ar youl da dreiñ testennoù e-Brezhoneg...Breizh Ebet, eveljust. Tu zo kanañ da heul Alan Stivell, tu zo ivez seloù ar CD « Sonerezh Klasel Breizh » a zo da heul al levr savet gant Mikaël Bodlore-Penlaez. Ul levr eus ar c'hentañ klas!!!...Ouzhpenn ar pennadoù eus ar rann-Breizh ez eus kalz traoù all da lenn. Dreist-holl, diwarbenn ar referemdom er Bro-Skoz, h.a...
GiKeltik.