Azasaat e brezhoneg Ronan Hirrien Leurennet gant Lionel Jaffrès Sonerezh krouet gant Mi aLma Kinnig a ra Teatr Penn ar bed : YERMA Ur pezh c’hoariet ha kanet, bet skrivet gant Federico García Lorca,

Azasaat e brezhoneg Ronan Hirrien

Leurennet gant Lionel Jaffrès

Sonerezh krouet gant Mi aLma

Kinnig a ra Teatr Penn ar bed : YERMA

Ur pezh c'hoariet ha kanet, bet skrivet gant Federico García Lorca, c'hoariet e brezhoneg ha spagnoleg.

Etre pezh a soñj bezañ he dever maouez ha gwreg hag ar pezh he deus c'hoant evit gwir eo rannet spered Yerma. Stourm a ra e-enep dezhi hec'h unan hag a-enep d'an dud en-dro dezhi evit kaout respontoù. Donder he goulennoù a sav ar pezh-c'hoari d'ul live hollvedel ha diamzer.

D'an 19 a viz meurzh 2013

E Roazhon en Triangle da 20e45 evit sizhunvezh ar brezhoneg.

10¤ (Priz leun), ha 6¤ (studierien, tud dilabour)

Evit an holl, adalek 12 vloaz.