Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Appel -
Galv da vanifestiñ evit ar Briedelezh naturel
Gervel a ra Emglev An tiegezhioù (E.A.T.) evit manifestadegoù ar sadorn 2 a viz c'hwevrer da wareziñ ensavadur an "Tiegezh", ha drezañ gwirioù ar vugale.
Par Gwilmod Tepod pour EAT le 31/01/13 19:40

Gervel a ra Emglev An tiegezhioù (E.A.T.) an dud a gompren e klask ar gouarnamant gall, gant danvez-lezenn Taubira, diskar ensavadur an "Tiegezh" kemer perzh a-zevri er stourmadeg da verzañ ma vefe ganet A-YOUL gant heñvelrevourien bugale a rafe neuze diouer dezho pe un tad pe ur vamm, ha kement-se gant bennozh al lezennoù.

Tu ez eus da skrivañ d'ar gannaded, senadourien, maered. Tu ez eus da sinañ ar c'houlennadeg da gaout ur boblvouezhiadeg war an divoud (voir le site) .

Tu ez eus ivez da gemer perzh er pemp manifestadeg e kêrioù bras Breizh d'ar sadorn 2 a viz c'hwevrer (voir le site) a-raok ur mell manifestadeg a vo graet d'ar sul 7 a viz Ebrel e Pariz.

Soñjal a ra EAT o deus ar gwir ar vugale da gaout hag un tad hag ur vamm. Ur gwir groñs eo. An holl vugale. Abalamour da se ne rank ket ar pared heñvelrev kaout ar gwir da advabañ. Abalamour da se ne ranker ket votiñ ul lezenn a rofe dor-zigor d'ar PMA/EHM (Engehenterezh Harpet dre ar Vezekniezh) na d'ar GPA /BEUA (Brazezded Evit Un All).

pas de code
Emglev An Tiegezhioù
[ Gwelout pennadoù all EAT]
L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons