Noz kent saloñs al levrioù Pred okitaneg ha fest noz D'ar Sadorn 10 a viz Du 2012 e Plugüen Bro Okitania an hini eo a vo pedet ar bloaz-mañ evit Saloñs

Noz kent saloñs al levrioù

Pred okitaneg ha fest noz

D'ar Sadorn 10 a viz Du 2012 e Plugüen

Bro Okitania an hini eo a vo pedet ar bloaz-mañ evit Saloñs Liesyezhek al Levrioù evit ar Vugale d'ar Sul 11 a viz Du 2012 e Plugüen.

D'ar Sadorn 10 a viz Du d'an noz e vo ur pred mod Okitania hag ur fest noz da heul.

Aozet e vo ar pred gant « Unan Daou Tri », Kuzul Skoazell Skol Diwan Plogastell.

Roll ar meuzioù :

Kir Breizh-Occitània

Soubenn Pistou

Ragoud mod Provañs

Dienn-skorn nougat gant chugon

Kaset e vo ar fest-noz a-benn gant Termajik, Trigoudi ha Buzhug adalek 9 eur noz.

Pred + Fest-noz : 15€, hag 8€ evit ar vugale dindan 12 vloaz.

Fest-noz : 6€.

Evit dont a-benn, e lakomp ar rakprenañ e plas adalek bremañ.

Vincent Rouxel 06-32-29-57-32

Trugarez da skignañ ar c'heloù-mañ.

Amañ stag ar follenn-brudañ.